Darempred

Degemer > Bezañ tad pe vamm ur skoliad·ez > Piv 'zo piv ? Piv 'ra petra ? > Ar c'huzul skoazell
Tro__Menez_Are_Lokmelar_2018_Tro__Menez_Are_Lokmelar_2018

Ar c’huzulioù skoazell, kalon hor buhez kevredigezhel

Lire cet article en français

Ur wech e oa, ur c’huzul skoazell. Ha da-heul ur skol Diwan. Hag e skoazellas ar c’huzul skoazell ar skol da vont en-dro. Hag an hevelep istor un eil gwech, hag un trede gwech, hag ur pevare hini… Hiziv an deiz ez eus degadoù a guzulioù skoazell. Ret int evit mad kement skol, skolaj pe lise ha kalon hor buhez kevredigezhel ha sevenadurel int.

Digor d’an holl eo ar c’huzulioù skoazell, kalon hor buhez kevredigezhel ha sevenadurel : kerent ar vugale, kerent bet, skolidi gozh, mignoned ar brezhoneg, tud diavaez…  

A-drugarez d’o labour e c’hellomp arc’hantaouiñ gwelloc’h hor skolioù ha treuzkas ar brezhoneg.

A bep seurt darvoudoù sevenadurel a vez aozet ganto (festoù-noz, sonadegoù, prezegennoù...), pe c'hoazh foar al laou, baleadennoù, darvoudoù sport, gwerzhañ dafar (deiziadurioù pe produioù all) ; dalc'het e vez standoù ganto, dastumet avaloù d’ober jug pe sistr…

> Kelaouadenn France3 Hirwazh diwar-benn ar Randorade e Brest

> « L'indispensable soutien du skoazell de Saint-Pol-de-Léon », pennad gant Le Télégramme

Kevredigezhioù int, hag ezel eus rouedad Diwan.

Izili ar c’huzul skoazell a gemer perzh e buhez ar gevredigezh deskadurezh pobl (KDP) a-wechoù.

Gant kement a oberiantizoù e luskont buhez kevredigezhel ha sevenadurel o c’humun, a-dra-sur.

Gerioù-alc'hwez stag : buhez ar gevredigezh    arc'hant   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ