Darempred

Degemer > Dibab ar soubidigezh > rouedad eskolim
Eskolim_2025

Eskolim

Pemp rouedad dre soubidigezh, 14 484 skoliad

Lire cet article en français

Asambles gant e gevelerien eus ar rouedad Eskolim e c’houlenn Diwan ma vo anavezet ar c’helenn dre soubidigezh gant ar Stad.

E 2009, prestik goude bezañ bet anavezet ar yezhoù rannvro er Vonreizh c’hall e oa bet bodet ar pemp rouedad skolioù dre soubidigezh e yezhoù rannvro en ur gevredigezh evit lakaat anavezout ar soubidigezh yezh-mañ.

Ar c’hevredigezhioù oc’h ober Eskolim :

   - Seaska e Bro Euskadi (4 001 skoliad, 37 ikastola e miz Gwengolo 2019)

   - Bressola e Katalonia (1 031 skoliad, 8 skol)

   - Diwan e Breizh (4 307 skoliad, 55 skol)

   - Calandreta e Okitania (3 937 skoliad, 69 calandreta)

   - ABCM-Zweisprachigkeit e Elzas-Mozel (1 208 skoliad, 12 skol)

   - Scola Corsa e Korsika (2 skol adalek Gwengolo 2021).

E miz Kerzu  2016 e Biarritz e oa bet sinet gant Eskolim ha Sindikad broadel ar radioioù frank ur c’henemglev war degasadenn deskiñ ar radioioù, gant ur sell war stad sokioyezhel ha sevenadurel ar yezhoù rannvro.

Un tammig a-raok an distro-skol 2019 e oa bet embannet un enklask er gazetenn Le Monde war ur bajenn diwar-benn hor skolioù e yezhoù rannvro dre soubidigezh a vank ar peadra evit mont war-raok ha « beuzet int dindan ar goulennoù ».

 

Diskleriadur Ciboure (8 a viz C’hwevrer 2009)

« Krouet eo Eskolim e framm ur gevredigezh lezenn 1901 gant ar pemp kevredad skolioù kevredigezhel ABCM-Zweisprachigkeit, Bressola, Calandreta, Diwan, Seaska. Gant ar gevredigezh-mañ e c’hellint ezteurel holl asambles diwar-benn ar yezhoù (elzaseg-mozeleg, euskareg, brezhoneg, katalaneg hag okitaneg) hag ar c’helenn.

« Goulenn a reont ma vo termenet hag anavezet an hentenn dre soubidigezh evel ur frankiz pedagogel gouest da ambroug ar skolidi betek an divyezhegezh.  

« Fellout a ra dezho e vo ul lezenn evit ofisielaat ar yezhoù a  zo e kreiz o obererezh kelenn ha goulenn a reont ma vo lakaet e pleustr ur gwir genlabour etre ar strollegezhioù lec’hel hag ar Stad evit merañ ar yezhoù glad »

Gerioù-alc'hwez stag : eskolim    soubidigezh   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 e vo aozet Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù e vizio ! Un emgav a-bouez e-lec'h ma c'helloc'h...

An holl bennadoù war an tem-mañ