Darempred

Degemer > Bezañ den-kar ur skoliad·ez > piv 'zo piv ? piv 'ra petra ?
Kendalch_Gwened_Congres_Vannes_2019_20190428_153214

Piv ‘zo piv ? Piv a ra petra ?

Lire l'article en français

Pep skol (skolaj pe lise) a ya en dro gant

- ur skipailh pedagogel (kelennerien hag impliji nann gelenner),

- ur gevredigezh desevel poblek (KDP) karget eus ar mont en dro,

- unan pe meur a guzul skoazell karget da aozañ darvoudoù ha da reiñ sikour arc’hantel er KDP,

- servijoù ar gevredigezh Diwan, staliet e Landerne.

Aesaet eo an darempredoù etre an dud a-drugarez d’ar mont en dro hag ar c’henlabour mañ ; lusk a ra ivez ar skol, ar gumun ha treuzkas ar yezh hag ar sevenadur breizhad. En aozadur-mañ eo ar c’huzul skol (er c’hentañ derez) pe ar c’huzul skolaj-lise (en eil derez) un emsav diviz ha dedennus evit kemer perzh ennañ  pe evit krouiñ rakstresoù nevez pe diskoulmañ diaestaerioù.

Peseurt kevredigezhioù a zo ezel eus rouedad Diwan ?

An holl gevredigezhioù sinerien eus ar « gevrat rouedad » a zo ezel eus Diwan (3de mellad eus ar statudoù). En un doare resis e talvez :

- ar c’hevredigezhioù desevel poblek (KDP) eus skolioù ar c’hentañ hag an eil derez,

- ar c’huzulioù skoazell,

- Kelenn, kreizenn stummañ ar skolaerien,

- kevreadoù ar broioù (bez ez eus diouto en Aodoù an Arvor, el Liger Atlantel hag er Mor-bihan).

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Tombola Diwan 2026

Rouez eo an obererezhioù arc’hantañ evel an tombola a sell ouzh holl izili Diwan hag a zegas gounidoù ingal bep bloaz. Ganti e...

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

An holl bennadoù war an tem-mañ