Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan kemper > « Barregezhioù digredus »
laurence-le-berre-skol-diwan-kemper_laurencev2

« Barregezhioù digredus »

Ur skolaerez a lavar he soñj

25/09/2019

Lire cet article en français

Skolaerez eo Laurence Le Berre gant bugale klasoù ar re vihan hag ar re grenn e skol Diwan Kemper abaoe 1994. Hiziv eo anat eviti e tap ar vugale barregezhioù meizañ buan a-walc’h abalamour d’ar soubidigezh e brezhoneg.

Ne gomzan ket brezhoneg, penaos ambroug skoliata va c’hrouadur ?

N’eo ket amañ an dalc’h bezañ brezhoneger pe get. Ar pezh a gont eo diskouez oc’h dedennet gant al labour sevenet gant ar bugel. Kinnig a ran da dud ar vugale kejañ gant o bugel diouzh an noz. Digeriñ ar c’haier buhez ha goulenn gantañ : « Ac’hanta ! Petra eo se ? » hag ar bugel a responto petra eo gant e c’herioù dezhañ ha gouest e vo da gontañ an devezh e galleg ha war-lerc’h e brezhoneg a-feur ma kendalc’ho gant an deskiñ er skol-vamm. Evel se eo e savoc’h ul liamm etre obererezhioù ar skol hag ar gêr. Ar pep pouezusañ aze eo ar sell pozitivel ho po war skoliata ho pugel. Neuze e vo kontant da ziskouez ar pezh en deus graet e pad an devezh, lorc’h ennañ deskiñ gerioù brezhoneg d’e dud ha broudet da genderc’hel gant an deskiñ.

Perak eo efedusoc’h ar soubidigezh evit deskiñ brezhoneg ?

Gant ar soubidigezh e c’heller kompren buanoc’h ar yezh. Dindan daou viz nemetken e klas ar re vihan e tesko ar bugel ur c’heriaoueg pinvidik. Gouest e vo meizañ eus petra zo kaoz. A-wechoù, ne anavez nemet pemp pe c’hwec’h ger en ur frazenn met kompren a ra avat ar ster. Dastumet e vez tammoù gouiziegezh en e empenn ha diwar an dra-mañ e c’hello eskemm. Klok da vat e vo ar varregezh-mañ adalek klas ar re vras.

N’emañ ket va bugel tri bloaz e riskl da veskañ an div yezh ha chom hep kompren netra ?

Daoust dezhañ bezañ yaouank-tre e oar ar bugel ober an diforc’h etre an div yezh. Ma vez goulennet gantañ komz galleg pe vrezhoneg e vo gouest d’en ober.

D’un ampoent bennak eus an deskiñ e c’heller krediñ emañ ar bugel o veskañ pep tra. N’eo ket gwir. Dibab a ra nemet ezteurel gant ar yezh a zere dezhañ da boent ar gejadenn. Adalek tri bloaz betek pemp bloaz ez eus gerioù ne oar ar bugel nemet e brezhoneg dre m’en deus desket anezho nemet er skol (marc’h-koad, taolenn…). Gerioù zo ivez a zo mestroniet gant ar bugel en div yezh met kavout a raio gwelloc’h lavaret anezho e brezhoneg (furlukin, maligorn…) abalamour ma plij dezhañ ar son pe c’hoazh e kav anezho farsus.

D’an oad-mañ e c’hell ar vugale en em ober diouzh an degouezh ha diouzh an den a zo dirazo. Gouest int da gompren ha bezañ komprenet, kalz muioc’h eget a soñjer, dreit-holl ma tesker div yezh dezho adalek tri bloaz. Ho pezet fiziañs en ho pugel rak gantañ emañ barregezhioù digredus.

Ha ma nac’h va c’hrouadur komz brezhoneg e diavaez eus ar skol ?

En diavaez, pa c’houlenn tud zo : « Lavar din ‘ta un dra bennak e brezhoneg », aze e soñjo dezhañ eo lakaet d’un aneval sirk mat da ziskouez pezh en deus desket. Met evitañ eo ar brezhoneg ur yezh naturel dezhañ a ra perzh eus e vuhez pemdeziek. N’eo ket abalamour ma nac’h komz brezhoneg ma n’eo ket gouest d’en ober. E lec’h goulenn gantañ komz brezhoneg e-kreiz ur pred familh e c’heller gortoz ma raio un ober bennak evit goulenn gantañ displegañ e brezhoneg petra emañ oc’h ober.

Geriaouegig brezhoneg-galleg < > Petit lexique breton-français

 kaier buhez  cahier de liaison
 furlukin  clown
 maligorn  escargot

 

Gerioù-alc'hwez stag : Kemper    galleg    brezhoneg    divyezhegezh    testeni   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

Assemblée générale d’Eskolim : Yann Uguen, président de Diwan, élu président d’Eskolim

La Fédération Eskolim* des six réseaux d’enseignement en immersion a tenu son Assemblée générale annuelle ce samedi 16 mars...

An holl bennadoù war an tem-mañ