Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan kemper > Cheñchamantoù er c’hantin hag er c’houskva
Roteler Skolaj Kemper 20191129
©Skolaj Jakez Riou Kemper

Cheñchamantoù er c’hantin hag er c’houskva

Skolaj Jakez Riou Kemper

09/12/2019

E skolaj Jakez Riou e Kemper ez eus traoù nevez er c'hantin hag er c'houskva.

Lire l'article en français

Petra nevez er c’hantin ?

Profitet en deus ar skolaj eus ur yalc’had roet gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed evit staliañ un daol dispartiañ al lastez er c’hantin. Ar restachoù mat da roteliñ a vo daspugnet ha lakaet en ur rotel e-kichen al liorzh. Ur c’hlud a vo savet hag ul lodenn eus lastez ar c’hantin az aio da vouetañ un nebeud yer. Dileuridi glas zo bet choazet gant pep klasad.
Lakaet e vint er jeu evit kas ar boued er rotel, ober war e zro, bouetañ ar yer ha dastum ar vioù. Teir foubelenn da zibab lastez zo bet staliet dindan er bratell ivez. Da notenniñ ivez : ur pred vejetarian a vo bep Meurzh er c’hantin, hervez al Lezenn war ar boued votet e fin 2018.

Ar c’houskva e bord ar mor e Enez-Tudi 

Goude an dilojadeg e miz Even gant skoazell kerent ar skolaj e oa prest ar c’houskva nevez da zegemer 31 plac’h ha 29 faotr evit an distro skol. Al lec’h a blij d’ar skolidi memes ma chom traoù da renkañ evit ma vefe mat kaer. Labourioù a vo graet evit ma vefe ul lec’h a feson : cheñch prinistri e miz C’hwevrer (gwerennadur doubl), livañ kambreier ha kempenn privezioù ha strinkerezhioù ar baotred (a benn bloaz). Ur c’hontrat feurmiñ zo bet sinet etre pec’henn al lec’h, ar gevredigezh Berry-Tudy (hag a aoz kampoù vakañsoù), hag ar skolaj.

Blog ar skolaj

Ingal e vez embannet pennadoù war blog ar skolaj diwar-benn ar raktresoù kaset gant ar skolajidi. Gallout a rit koumanantiñ d’ar blog ha resev ar pennadoù nevez embannet e-barzh ho poest-posteloù.
 

Gerioù-alc'hwez stag : eil derez    kouskva    kantin   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kenstrivadeg An Erminig Helavar 2024

A-drugarez d’ur profour e vo aozet evit an eil gwech gant Diwan d’ar Yaou 13 a viz Even 2024, e lise Diwan Gwened, ur genstrivadeg...

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ