Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan naoned > Skolaer ha bugel : ul liamm da vagañ
skol-diwan-naoned2_Skol_Diwan_Naoned_2_Re_vras_CP_CE1

Skolaer ha bugel : ul liamm da vagañ

Ur skolaer a lavar e soñj

03/10/2019

Lire cet article en français

Alc’hwez an divyezhegezh abred-tre a zo komz dizehan e brezhoneg gant ar vugale e-pad ar mare skol. Gireg Le Guevel, 28 vloaz, a zo skolaer abaoe 2015 ha rener abaoe 2018 e skol Diwan Sant-Ervlan. Displegañ a ra deomp penaos e lak ar soubidigezh da vont war-zu divyezhegezh klok ar vugale.

Penaos e vez aozet ar soubidigezh er skol hag er c’hlas ?

Gant ar soubidigezh e verzan eo ret kregiñ diouzhtu hag a-hed an devezh : arabat kaout troc’hoù e galleg. Mont a ra en dro a-drugarez d’ur raktres kaset gant ar skipailh a-bezh evit nompas leuskel ar galleg kemer re a blas er skol. Degemeret e vez ar vugale e brezhoneg diouzh ar mintin ha mont a reont d’ar gêr e brezhoneg.

Er c’hlas, aozañ a ran abadennoù evit pleustriñ war ar brezhoneg dre gomz. Er bloavezhioù kentañ, e vez komzet galleg a-wechoù, mes nemet evit frealziñ ur bugel. Goulenn a ran ganto komz brezhoneg pa ouezan int gouest d’en ober, ne c’houlennan ket traoù n’eo ket bet gwelet asambles.

Evit bevañ ur soubidigezh a-stroll e aozan ur gentel ma kinnigan ur sujed hag a vo studiet war tri frantadig :

  • Pep hini a sav e viz hag a sav goulennoù war ar sujed. Ar vugale a selaou an eil re hag ar re all.
  • Goude e komzont kenetrezo, daou ha daou war ar sujed hag implij a reont nemet ar brezhoneg.
  • Hag evit echuiñ e komz pep hini war ar sujed gant ar skolaer.

Goulenn a ran ganto sevel frazennoù, zoken evit respontoù berr. Re alies e klever bugale o respont « Ya » pe « Pas » ha mat pell zo. N'eo ket d'ar skolaer da gomz d'ar muiañ met d'ar skoliad evit mestroniañ mat ereadurezh ar brezhoneg. Evel-se e implij ar vugale ar yezh gant meur a zoare. Ha dreist-holl dre gomz, ar pep pouezusañ.

Perak komz dizehan e brezhoneg d’ar vugale ?

Pa gomzer dizehan e brezhoneg gant ar vugale e roer diazezoù dezho evit gellout implij ar yezh da c’houde. Pa vez komzet ha pleustret dizehan, ar pezh a zo desket bremañ a chom garanet evit ar bloavezhioù a zeu.

Dre an teknik-mañ e vez roet ostilhoù d’ar vugale evit gellout lakaat anezho da implijout ar yezh a-drugarez d’an holl draoù bet desket dezho. Bepred e tistroomp war an diazezoù evit mont pelloc’h a-nebeudoù peogwir e servijo dezho atav.

A vloaz da vloaz e tistroan ivez war an diazezoù. Re alies e weler hag e klever krennarded oc'h ober faziouigoù diazez. Ur stummadur dibaouez na baouez morse war boentoù zo eo komz brezhoneg ha pouezus eo adwelout poentoù labouret er bloavezhioù tremenet evit gwriziañ mat en un doare padus implij ar brezhoneg e buhez skol ar vugale.

Perak eo gwelloc’h kregiñ gant ar soubidigezh bihan tout ?

Peogwir n’eo ket enrollet ar yezhoù c’hoazh ganto. Seul vuioc’h e kreskont seul ziaesoc’h eo deskiñ ur yezh nevez dezho peogwir o deus dija urzhiet ar yezhoù en o empenn. Pa int bihan tout, n’en em rentaont ket kont e vez komzet ur « yezh » dezho : evito n’eo nemet kanaouennoù, jestroù ha tamm-ha-tamm e komprenont ar pezh a vez lavaret dezho. E fin ar skol-vamm eo gouest ar vugale da gomz e brezhoneg hag e galleg. Neuze, er CP, bez’ e vo aesoc’h deskiñ lenn ha skrivañ.

Evidon, evit lenn ha skrivañ mat en ur yezh eo ret komz anezhi a-raok. Da skouer e vez gwelet eo diaes kelenn saozneg peogwir eo ur yezh ne vez ket komzet etrezomp. N’eo ket aes deskiñ komz, lenn ha skrivañ ur yezh war un dro : goude en em gaver gant tud a ra an diforc’h etre ar yezh komzet hag ar yezh skrivet. Padal, un hollad eo ur yezh : gwelloc’h eo mestroniañ e penn kentañ ar yezh dre gomz peogwir eo un afer a son hag a skouarn. Goude e vo lakaet e pleustr dre skrid a pezh a zo bet klevet.

Penaos e tegemer ar vugale ar brezhoneg ?

Komprenet e vez ganto ar yezh buan peogwir e vez komzet bemdez ganto e brezhoneg. Adalek 3 bloaz e komprenont mui pe vui dija. Adalek 4 bloaz e krogont da implij ar yezh. Gwelet a ran anezho kreskiñ ha cheñch. Implij a reont ar pezh o deus desket etrezo ha gant an dud gour. Evit ma vo degemeret mat ar yezh eo ret sevel ul liamm a fiziañs etre ar vugale hag ar skolaerien. Hag al liamm-se a zo da vezañ maget bemdez.

Ar fiziañs a zeu ivez eus va ferzh : goulenn a ran ganto chom sioul hag e reont. Mont a ra en dro peogwir ez eus ur gwir eskemm etrezomp : douster ha madelezh, hep bezañ re jentil hag hegarat hep huchal. Ha fiziañs o deus ar vugale ivez, un liamm a zo krouet : evito, n’on ket un euzhvil nag ur mignon, met ar paotr a gelenn dezho. Bez o deus frommoù ha ret eo leuskel anezho da vont er maez. Ma ‘z int plijet gant ar skolaer en em lakao ar vugale da gomz muioc’h brezhoneg, hep kaout aon.

Gerioù-alc'hwez stag : Sant-Ervlan    soubidigezh    testeni   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

Assemblée générale d’Eskolim : Yann Uguen, président de Diwan, élu président d’Eskolim

La Fédération Eskolim* des six réseaux d’enseignement en immersion a tenu son Assemblée générale annuelle ce samedi 16 mars...

Premières portes ouvertes du projet de collège Diwan en Ille-et-Vilaine

En début d’année, le comité de soutien du projet de collège Diwan en Ille-et-Vilaine avait signé la convention le liant au réseau Diwan.

An holl bennadoù war an tem-mañ