Darempred

Degemer > Etablissements > Skol Diwan Baod
Skol Diwan Baod

Skol Diwan Baod
Straed / Rue Villeneuve
Baod / Baud 56150

09 80 41 86 15





Skol Diwan Baod
E Skol Diwan Baod, e vez bevet ar brezhoneg bemdez, adalek ar porzh-c’hoari e lec’h ma vez ar vugale o kaozeal brezhoneg naturel etrezo. Ar skoazell etre ar re vihan hag ar re vras a zo e-kreiz buhez ar skol : ar re gozhoc’h a sikour ar re yaouankoc’h, o lakaat anezho da vezañ emrenoc’h hag o kas war-raok treuzkas ar yezh. An obererezhioù liesseurt — liorzererezh, c’hoariva, kan ha dañs — a gemer perzh d’un deskadurezh bev. Reiñ a reont d’ar vugale ar barregezhioù da vont war-raok, kaout fiziañs enno ha da dont da vezañ aesoc’h evito da ezteurel o soñjoù, dreist-holl dirak tud all. Ar soubedigezh a za en dro en un endro madelezhus ha broudus. Ul lodenn eus ar skolidi a kendalc’h gant o hent e Skolaj Diwan Gwened.
skol-diwan-baod__RLP8735

Skol Diwan Baod

Istor ar skol

E miz gwengolo 1991 e oa bet digoret Skol Diwan Baod, e-barzh un ti-moullañ kozh war hent Pondi. 

 

E 1997 e oa bet dilojet evit en em staliañ hent ar Ger Nevez, lec’h ma kendalc’h hiziv da lakaat da vevañ an deskadurezh dre soubidezh e brezhoneg e kreizig kreiz ar gumun.. 

Ar soubidigezh

E skol Diwan Baod e tesk ar vugale gant an hentenn dre soubidigezh e brezhoneg evit bezañ divyezhek da vat ur wech erru e fin ar CM2 : komz, lenn ha skrivañ e brezhoneg hag e Galleg a ouezont ober hag en o aes int evit deskiñ yezhoù all war un dro. 

Desket e vez en un endro madelezhus ma vez klasket diorren ar guriusted, an emrenerezh hag an emfiziañs war ar pemdez.

Raktresoù evit deskiñ en un doare all

A-hed ar bloaz e vez kinniget er skol raktresoù disheñvel ha gant se e teu an deskiñ da vezañ pinvidikoc’h c’hoazh ha broudet vez ar skolidi da anavezout gelloc’h ar bed : 

  • Emgav gant Yuna Le Men hag zo o prientiñ treizhadenn ar mor atlantel gant ur mignon.

  • A-drugarez d’ar raktres kan gant Morwenn le Normand o deus gellet ar vugale ober anaouedegezh gant ar sonerezh hag ar c’han.

  • Malarde, mare fest ha plijus gant ar skol a-bezh.

 

 

Ur skol a vent mat 

Skol Diwan Baod a zo ur skol a vent mat ma vez klasket ambroug ar gwellañ posupl ar vugale  :

  • 28 skoliad

  • 2 skolaerez leun amzer

  • 2 zen darn amzer :

    • unan evit ar galleg (1 devezh)

    • une evit ar saozneg

  • 2 ASEM

Ur skol savet gant ar gerent : an AEP hag ar c’huzul skoazell

Evel e  pep skol Diwan e za en dro ar skol a-drugarez d’ar gerent bodet er KDP (Kevredigezh Deskadurezh Poblek) hag er c’huzul-skoazell.

Er c’hevredigezhioù-mañ e kaver ar gerent ha tud a-youl vat a gemer perzh e buhez ar skol (KDP) hag a aoz darvoudoù ha gouelioù eviti. 

E-touez darvoudoù skol Diwan Baod :

  • 04 a viz Ebrel : kaot-mell

  • 25 a viz Ebrel : Fest-noz pailhour

  • 14 a viz Mae : ar Redadeg a dremen dre Vaod da 3 eur 45 diuzh ar mintin 

  • 19 a viz Even : Fest ar sonerezh

Keleier ar skol

« Ce qui nous a fait choisir Diwan est une addition de points positifs »

27 octobre 2018

Armelle Helou est parent d’élève à l’école de Baud depuis la rentrée 2018. Elle participe aux activités du comité de soutien....

Holl keleier ar skol
Darvoudoù ar skol
Holl darvoudoù ar skol
Lenn ivez

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

Tombola Diwan 2026

Rouez eo an obererezhioù arc’hantañ evel an tombola a sell ouzh holl izili Diwan hag a zegas gounidoù ingal bep bloaz. Ganti e...

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An holl bennadoù war an tem-mañ