Darempred

Degemer > Immersion
soubidigezh_kentanderez1

Ar soubidigezh

Bevañ ha deskiñ e brezhoneg

Lire l'article en français

C’hoari, deskiñ, kejañ, kontañ, c’hoarzin, bevañ…e brezhoneg ! Er skolioù Diwan emañ ar vugale soubet er brezhoneg. Graet vez eus « soubidigezh » ar fed bezañ soubet er yezh war ar pemdez. Gant se e teuer divyezhek e brezhoneg hag e galleg. Diazezet war sevenadur Breizh e tegas an divyezhegezh-mañ un digoradur sevenadurel ivez, war-zu ar yezhoù all dreist-holl ha magañ a ra danvezioù all desket er skol.

« ​Graet eo ar skolioù Diwan evit ar brezhoneg, yezh naturel ar skol eo, a zispleg Ludovic Le Rû, rener skol Lannuon. N’eo ket ar vugale evel an dud gour hag o deus ezhomm eus geriadurioù evit deskiñ ar yezhoù. Pakañ a reont kement tra a zo nevez hag evito nevez eo ar brezhoneg. Ober a ra ar re vihan al liamm etre ar gerioù, ar bommoù-lavar ha buhez ar skol, evel se eo e reomp gant ar yezh en un doare naturel. » E-se e teu ar brezhoneg da vezañ ur benveg evit holl zanvezioù desket er skol met ivez, pouezus eo, da geñver c’hoarioù, pretioù, kejadennoù gant oadourien pe bugale all. Kement-mañ a zegas d’ar yezh he lodenn santadurel.

Komzerien divyezhek oberiant

Gant ar soubidigezh e c’hello ar skolidi bezañ komzerien divyezhek oberiant, da lavaret eo bezañ ken barrek e brezhoneg hag e galleg. Gant se e c’hellont dibab ar studioù a garont e fin o amzer skol e Diwan. Dindan gevrat emañ ar skolioù gant an Deskadurezh Stad hag ar skolidi a heuilh an hevelep programm galleg hag en ur skol unyezhek.  

« ​Deskiñ ar yezh dre soubidigezh zo ur chañs evit ar vugaligoù dre ma’z eo aesoc’h dezho deskiñ ar yezhoù all, pezh a lavar Armelle Helou, mamm ur paotrig pevar bloaz dezhañ e Baod. Ne zesk ket ar vugale goustadikoc’h ar galleg. Gellout a ra tud ar vugale bezañ disoursi war se. Ar fed ez eo Diwan ur skol kevredigezhel dindan gevrat gant an Deskadurezh Stad a zegas un tamm fiziañs er bedadogiezh dre ma vez doujet d’ar programmoù dreist-holl. »   

> Da lenn testeni Armelle Helou, mamm ur paotrig pevar bloaz dezhañ e Baod 

« Pep munutenn zo prizius » 

Dre ma ‘z eo ar galleg a vez komzet er familhoù ha tro-dro dezho alies, dre ma ‘z eo bet paouezet a-galz da dreuskas ar yezh e Breizh eo deuet ar skol da vezañ al lec’h pennañ evit treuskas a brezhoneg. Evit respont da se he deus Diwan dibabet an hentenn dre soubidigezh. Evit gwir, pouezus eo bezañ soubet er yezh ar muiañ posupl. Ha pa vefe ur skol dre soubidigezh e chom dister an amzer hirañ dre soubidigezh e buhez ar skolidi. Evit ur bugel er skol-vamm, ez eo 8% eus e amzer war ar bloavezh (740 eurvezh war 8 760 eurvezh) hag evit ul lisead·ez diabarzhad·ez eo 31% (1 730 eurvezh). « Ne dremenomp ket kement se a amzer er skol, neuze pep munuten zo prizius, kement digarez zo mat evit implij ar brezhoneg ha desket vez ivez en trepas, er prevezioù ha war ar porzh… » a lavar Ludovic Le Rû.

Komzerien pe get o deus tud ar vugale ur gefridi pouezus o tisplegañ d’o bugale perak o deus dibabet ar raktres pedagogiezh-mañ, o vroudañ anezho hag a-wechoù ivez o piaouañ ar brezhoneg en-dro er c’hentelioù noz pe stummadurioù evit an oadourien.

Kadarnaet eo efedusted ar c’helenn dre soubidigezh gant Rektordi Akademiezh Roazhon

Kadarnaet eo bet se gant div briziadenn kaset gant Rektordi Akademiezh Roazhon e 2018 ha 2019 : efedusoc’h eo ar c’helenn dre soubidigezh evit reiñ tu d’ar skolidi da vezañ gwir vrezhonegerien. E Diwan omp sur abaoe ouzhpenn 40 vloaz eus efedusted ar c’helenn dre soubidigezh ha kardanaet eo se gant disoc’hoù 2019.

E CM2 e vez tizhet al live A2 e brezhoneg gant 98% eus skolidi Diwan pa n’eus nemet 74% eus bugale klasoù divyezhek a barelezh er skolioù publik ha katolik a dizh an hevelep live. Al live A2 tizhet gant bugale 10-11 vloaz a dalv int « implijerien diazez », gouest int da gompren bommoù lavar implijet ingal ha da gejañ war danvezioù boutin ha boas.

War an hevelep priziadennoù en trede klas eo brasoc’h c’hoazh an diforc’h etre an hentennoù. Tizhet eo al live barregezh B2 gant 65% eus skolidi Diwan tra ma n’eus nemet 26% eus skolidi ar publik divyezhek a barelezh ha 18% eus skolidi an hentenn gatolik a barelezh a dap a live-mañ. Ul live etre eo al live B2. Gouest eo an den da gompren ar pep pouezusañ eus un destenn pe eus ur gaozeadenn war un danvez fetis pe get. Gouest eo da gelaouiñ war an taol hag en un doare aes, lavar e soñj ha keñveriañ degouezhioù zo.

> Evit gouzout hiroc’h war priziadenn bugale CM2

> Evit gouzout hiroc’h war priziadenn bugale trede klas

> Evit gouzout hiroc’h war framm european boutin evit ar yezhoù

Gerioù-alc'hwez stag : soubidigezh    divyezhegezh   

Skignañ ar pennad-mañ