Darempred

Degemer > Kuzul-ar-skoliou-ar-skolajou-hag-al-liseou
conseil_ecoles_kassl_emvod_20220625_105623

Kuzul ar skolioù, ar skolajoù hag al liseoù

Lire cet article en français

Bodet e vez izili Kuzul ar skolioù, skolajoù ha liseoù teir gwech bep bloaz d’an nebeutañ ha bep gwech pa vez goulennet gant prezidant·ez ar gevredigezh pe gant kard an izili.

Izili hag a ya d’ober ar c’huzul :

  • Izili ar burev hag ar c’huzul-merañ.
  • Prezidanted·ez·ed AEPoù kentañ hag eil derez pe o dileuridi.
  • Renerien·ez·ed ar skolioù, skolajoù ha liseoù anavezet gant ar gevredigezh pe o dileuridi.
  • Prezidant·ez·ed ar c’huzulioù skoazell hag o deus ur raktres krouiñ skol anavezet gant izili ar c’huzul-merañ.
  • Tud pedet gant prezidant·ez hag izili ar c’huzul-merañ.

E bal a zo :

  • Treuzkas titouroù da holl izili ar gevredigezh.
  • Lakaat kargidi ar rouedad da zivizout war temoù treuz.

Peurgetket :

  • A-raok bep kendalc’h e vo roet da zivizout war strategiezh ar gevredigezh gant izili ar c’huzul-merañ evit prientiñ ar mennadoù.
  • An holl demoù war ar vuhez kevredigezhel, ar skolioù, an aozañ-skol a c’hell bout divizet en emvod.
  • Ar raktresoù-skol-nevez a vo kinniget dezho.

Gant prezidant·ez ar gevredigezh e vez savet roll labour kuzul ar skolioù, skolajoù ha liseoù.

Rolloù labour ha rentaoù kont :

Gerioù-alc'hwez stag : buhez ar gevredigezh    kentañ derez    eil derez   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Digresk ar frejoù Bod ha boued - distro skol Gwengolo 2026

A-drugarez da engalvadeg an tiez-skol, ar c'hevread a c'hell digreskiñ ar frejoù Bod ha Boued adalek distro-skol 2026. Un diviz kreñv...

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

An holl bennadoù war an tem-mañ