Darempred

Degemer > Lanset-eo-lechienn-nevez-diwan-
Lechienn Skramm

Lañset eo lec’hienn nevez Diwan !

08/01/2020

Lire l'article en français

Biskoazh kement all ! Lec’hienn nevez Diwan ? Ne oa mui den ebet war-c’hed anezhi ! Amañ emañ koulskoude ! Greomp anaoudegezh !

Peseurt anv ho peus ?

Memes anv ha ma breur henañ, an hini ganet e 2001, diwan.bzh eo ma anv evel just. Erru e oa triwec’h vloaz al lec’hienn gozh, oad al liseidi o deus tremenet o bacho e miz Even. Int avat, daoust m’o deus kresket, a zo yaouank-flamm, an dazont zo war-hent dirazo, e-skoaz al lec’hienn, gant he zriwec’h vloaz, zo kozh-Noe.

Gortoz pell, gortoz gwell… perak hon eus ranket gortoz keit-se ho kanedigezh ? 

Feiz ! Gwir eo on bet gortozet ! Ha kalz a dud o deus lakaet bec’h war ma zro, pasianted o deus bet ha n’o deus ket kollet kalon daoust m’eo padet peeeeellll : merourien, tud karget a gefridi, skolaerien, tud a youl vat, tadoù ha mammoù ha profourien moarvat, profourien ganto an huñvre da implijout ar bajenn evit ober profoù en linenn… Sikouret omp bet zoken gant un ajañs eus Roazhon. An holl dud-se zo bet aketus war ma zro. Penaos o trugarekaat a-feson ?

N’ho peus ket lâret perak eo bet ret gortoz keit se. 

Ur sapre difi on bet evit tud Diwan. Bez o deus bet d’en em soñjal war o doare da gehentiñ. Ha tapet mat ma’z int dija gant o skolioù dre soubidigezh e brezhoneg n’o doa ket keit-se a amzer da dremen ganin. Ouzhpenn da se eo bet ret dezho adaozañ ar servijoù evit lakaat ur post labour da emdreiñ war-zu ar c’hehentiñ diabarzh. Nolwenn hag a zo bet skoliadez e Diwan a ra war ma zro, staliañ a ra boutonioù moutik, evel-henn, sellit !
Dambrest e oant a-benn  an distro skol 2017. Ha badadao ! Tennet eo bet diganto ar c’hevratoù implijoù skoazellet ! Ankounac’haet o deus ac’hanon da vat hag aet int holl da zisplegañ o diaesamantoù, da ijinañ diskoulmoù, da vanifestiñ ha kement zo. Daou vloaz eo bet padet outo an afer-se. Met deuet int a-benn, paet e vo skodenn ar c’humunioù d’ar skolioù ha bremañ emaint oc’h ober war ma zro en-dro !

Ul lec’hienn goant oc’h, ya, met petra oc’h gouest d’ober ? 

Me ’blij din komz diwar ma fenn ma-unan, neuze ez an da gontañ deoc’h. Reiñ a ran titouroù, met n’eo ket forzh peseurt titouroù. Ma re zo troet davet an implijerien. Soñjit’ta, c’hwi zo tad pe mamm, pe studier, emaoc’h o klask labourat e brezhoneg, fellout a ra deoc’h reiñ arc’hant da zDiwan. Hop ! Amañ emaon evit ho sikour !
Staliet ez eus bet din fonksionoù ekstra beuz : embann a ran kemenadennoù labour, degemer a ran emginnigoù labourat ganeomp, gallout a ran sikour evit kavout ar skol nesañ d’ho ti, fardañ a ran evidoc’h un tamm dastumad pemdeziek pennadoù kazetennoù.
Gouzout a ran displegañ ar c’helenn dre soubidigezh : ur raktres kaer a bedagogiezh eo, lakaat a ra ar c’hrouadurioù da gomz ha da vevañ e brezhoneg kement ha da heuliañ programmoù ofisiel an Deskadurezh Stad mar plij ! Alioù fur a roan d’ar familhoù evit lakaat ar brezhoneg en o buhez dezho hag ivez d’an holl re a fell dezho harpañ ac’hanomp da dreuzkas ar brezhoneg ha d’ober gantañ.

Peseurt yezhoù a zo ganeoc’h ? 

Evel ar skolidi e komzan brezhoneg koulz ha galleg. O klikañ e krec’h a-zehou war ar bouton glas merket « bzh » e voc’h soubet er brezhoneg. Klikit war ar memes bouton skrivet « fr » warnañ hag e komzin galleg. Aes on da gompren memestra peogwir n’on ket evel Google ha tout ar re-se hag a lak ober o zroidigezhioù  gant urzhiataerioù diskiant. Baon… evit bezañ onest em eus ivez da drugarekaat an holl re o deus troet an testennoù diwar an eil yezh d’eben.

Ha raktresoù ho peus evit an dazont ? 

Kalz ya ! E penn kentañ eo ret din en em lañsañ. Spi meus e tremeno mat pep tra. A-benn nebeud e vo kinniget da bep skol, skolaj, lise envel un den evit magañ pajenn ar skol gant pennadoù bihan ha darvoudoù lec’hel.
Ur pezh mell labour hor bo goude-se gant Nolwenn evit staliañ an intranet. Evit pep ezel eus ar rouedad, pe e vefe gopret pe a youl-vat, e vo un anaouder hag ur ger-tremen. Niverus omp ha n’hon eus graet se biskoazh, ar pezh a dalv e vo paket labour evit krouiñ ar fichennaouegoù en ur zoujañ da lezennoù Europa. Kerkent ha ma vo prest an dra-se e vo maget an intranet gant pennadoù. Aesaat buhez an dud a youl vat hag an dud gopret eo ar pal. Ne vimp ket enoeet !

Gerioù-alc'hwez stag : kehentiñ   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ