Ar c’huzulioù skoazell, kalon hor buhez kevredigezhel
Digor d’an holl eo ar c’huzulioù skoazell, kalon hor buhez kevredigezhel ha sevenadurel : kerent ar vugale, kerent bet, skolidi gozh, mignoned ar brezhoneg, tud diavaez…
A-drugarez d’o labour e c’hellomp arc’hantaouiñ gwelloc’h hor skolioù ha treuzkas ar brezhoneg.
A bep seurt darvoudoù sevenadurel a vez aozet ganto (festoù-noz, sonadegoù, prezegennoù...), pe c'hoazh foar al laou, baleadennoù, darvoudoù sport, gwerzhañ dafar (deiziadurioù pe produioù all) ; dalc'het e vez standoù ganto, dastumet avaloù d’ober jug pe sistr…
> Kelaouadenn France3 Hirwazh diwar-benn ar Randorade e Brest
> « L'indispensable soutien du skoazell de Saint-Pol-de-Léon », pennad gant Le Télégramme
Kevredigezhioù int, hag ezel eus rouedad Diwan.
Izili ar c’huzul skoazell a gemer perzh e buhez ar gevredigezh deskadurezh pobl (KDP) a-wechoù.
Gant kement a oberiantizoù e luskont buhez kevredigezhel ha sevenadurel o c’humun, a-dra-sur.