Darempred

Degemer > Pedet-och-gant-diwan-da-zont-dan-doriou-digor-dar-7-hag-8-a-viz-chwevrer
skol_analre2
©Ronan Le Pennec

Pedet oc’h gant Diwan da zont d’an dorioù digor d’ar 7 hag 8 a viz C’hwevrer !

29/01/2020

Lire cet article en français

Dorioù digor ! Pedet eo an holl familhoù dedennet da zont da weladenniñ ar skolioù hag ober anaouegezh gant ar c’helenn dre soubidigezh ha kompren ar mont en-dro d’ar Gwener 7 ha/pe d’ar Sadorn 8 a viz C’hwevrer 2020.

E Diwan en em zispak hor skolidi eus ar skol-vamm d’ar c’hlas termen e brezhoneg penn-da-benn.

Kevratet gant an Deskadurezh Stad emañ hor c’hlasoù ha stummet eo hor skipailhoù evit kinnig ur c’helenn dre soubidigezh. En hor rouedad e vez skoliatet ouzhpenn 4 300 skoliad e 48 skol, 6 skolaj hag ul lise.

Ouzhpenn da se, Diwan ez eo 40 vloaz a skiant-prenet hag ur c’helenn a gemer e kont sevenadur Breizh a-vremañ. Se zo kaoz eo hor skolioù pouezus-kenañ evit treuzkas ar brezhoneg d’ar rummadoù nevez.

Tad pe vamm oc’h ha ne gomzit ket brezhoneg ? Evel 80% eus ar familhoù o deus bugale skoliatet e Diwan oc’h eta !  Gant hor c’helenn e c’hell ar skolidi bezañ gwir gomzerien, kenkoulz e brezhoneg hag e galleg. Evit gwir, a-galite eo hon hentenn bedagogiezh, ‘pezh a zo diskouezet gant hon disoc’hoù : 97% eus al liseidi o deus tapet ar vachelouriezh ha 98% eus ar skolajidi o deus tapet ar breved e miz Even 2019.

 

Ac’hanta, Plijet gant se ! Karout a rafec’h gouzout hiroc’h war ar c’helenn dre soubidigezh ? C’hoant ho peus e teskfe ho pugel brezhoneg evit bezañ divyezhek ? Digor bras eo hon dorioù d’ar 7 hag 8 a viz C’hwevrer !

War al lec’h e vo ar skolaerien evit respont d’ho koulennoù war ar bedagogiezh ha war mont en-dro ar skoliata  e Diwan. Gellout a reoc’h ivez gweladenniñ ar skolioù ha tennañ gounid eus ar prantad-mañ evit eskemm gant ar familhoù ha gouzout hiroc’h war o skiant-prenet.

Gwellañ doare da ober anaoudegezh gant Diwan eo dont da welout petra vez graet er c’hlasoù, deuit neuze da gejañ ganeomp !

Evit kavout ar skol dostañ eus ar gêr, dre amañ eo ! Hag evit kompren pep tra war ar soubidigezh yezh, dre aze eo ! Hag evit anavezout mont en-dro kevredigezhel ar skolioù klikit amañ !

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ