Darempred

Degemer > Skodenn-ar-chumuniou-evit-ar-chelenn-divyezhek-zo-bet-lakaet-e-pleustr-da-vare-an-distro-skol-2019
skol-diwan-gwengamp__RLP9154

Skodenn ar c’humunioù evit ar c’helenn divyezhek zo bet lakaet e pleustr da vare an distro-skol 2019

05/11/2019

Lire l'article en français

Al lezenn « evit skol ar fiziañs » a zo bet embannet d’ar 26 a viz Gouere. E-touez diarbennoù nevez ez eus ur pennad a c’hello sikour ar skolioù evit ma vint arc’hantaouet gant skodenn skol ar c’humunioù.

Gant al lezenn « evit skol ar fiziañs  », e vez graet lezenn Blanquer anezhi, ez eus bet votet un diarbenn nevez a sell ouzh skodenn  skol ar skolioù Diwan. An diarbenn-mañ zo bet lakaet e pleustr da vare an distro-skol 2019 ; n’eus ket ezhomm da embann dekredoù arverañ peogwir emañ resis a-walc’h al lezenn. Hiviziken e vo roet skodenn skol ar c’humunioù “diouzh un emglev” etre kumun ar skolidi hag ar skol a zo ur c’helenn divyezhek enni (gant ma ne vo skol divyezhek ebet e kumun ar skolidi). Ma ne vez kavet emglev ebet e vo bodet gant dileuriad ar Stad, maer kumun ar skolidi hag un den e-karg eus ar skol evit ma vo kavet un diskoulm “evit mad ar vugale skoliataet”.

Eus kalz a gumunioù e teu skolidi Diwan : un dachenn etrekumuniel eo hini ar skolioù Diwan. E-pad pell ez eus bet meret ul lodenn eus kargoù ar skolioù gant kumunioù a zo ur skol divyezhek enno ha kumunioù annez ar skolidi ne roent ket o lod. E 2015 oa bet votet ul lezenn evit aesaat paeamant skodenn skol ar c’humunioù evit skolidi eus an hentenn bublik divyezhek.

Gant an diarbenn nevez votet e 2019 e vo gellet arc’hantaouiñ ha derc’hel padus implijidi nann-gelennerien ar skolioù lakaet en arvar gant fin ar c’hevratoù sikouret e 2017. Dre ma eo start lakaat e pleustr an traoù e oa bet bodet tud e-karg eus ar skolioù e-kerzh miz Mezheven evit kemer perzh en un stal-labour stummadur aozet gant Diwan. Stalioù-labour all zo raktreset da-geñver kuzul ar skolioù, skolajoù ha lise met ivez da-geñver an devezh Eskemm (stummadur tud a youl vat) e miz Du.

Adalek miz Here eo bet kroget gant ar skolioù an difraeoù war-zu ar c’humunioù evit ar skodenn skol. Er memes koulz e vez heuliet an teuliad gant prezidantez ha renerez ar rouedad asambles gant servijoù ar Stad ha kuzul rannvro Breizh.

Evit gouzout hiroc’h war al lezenn-mañ e c’hellit :

  • pellgargañ notenn displegañ Diwan (diell da bellgargañ amañ dindan)
  • mont da welet pennad kelaouenn Kevredigezh maered Frañs e miz Here 2019 : “ Les principales dispositions de la loi pour une école de la confiance - Instruction obligatoire à 3 ans, instruction à domicile, jardins d’enfants, école inclusive, langues régionales..., retour sur les mesures de la loi du 26 juillet 2019.” (evit an dud koumanantet nemetken)
  • implij an diviz-skouer, diazezet war gumun Langedig (Mor-Bihan, 14 a viz Kerzu 2020)
  • mont e darempred ganeomp dre vail

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : arc'hant    skodenn ar c'humunioù   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ