Darempred

Degemer > Bezañ tad pe vamm ur skoliad·ez > Penaos e ya en-dro ar skolioù kevredigezhel ?
Naoned_Distro_skol_2019_FB

A-stroll evit ar skol

Lire cet article en français

En ur skol gevredigezhel pep hini a ra un dra bennak : ar vugale az a er c’hlas, ar skolaerien a ra skol hag ar familhoù a ra war dro mont en-dro ar skol. Degas a ra an emouest a-stroll-mañ ul lusk kaer d’ar raktres hag evel se eo digoust skol ar vugale.

Pa laka tud ar skolidi anv o bugel, e teuont da vezañ ezel eus div gevredigezh war-eeun : Ar gevredigezh desevel bugale (KDP) evit mererezh ar skol hag ar rouedad Diwan ma kaver ennañ holl skolioù Diwan hag a c’huzulioù skoazell. Doujañ a reont neuze da Karta Diwan.

Hervez statudoù Diwan (mellad 4), izili ar rouedad a zo tud ar vugale hag an dud an aotrouniezh war ar bugel ganto evel ar c’hopridi, ar skolaerien statud Deskadurezh Stad ganto, gopridi kevredigezhioù ar rouedad, al liseidi, merourien ar c’hevredigezhioù ezel hag ar brofourien a ro ingal. Ar pezh a ra kalz a dud !

« Ur gevredigezh a c’hell bezañ nemet ur framm lezennel, met du-mañ ez eo ivez un UN TEMZ-SPERED, da lavaret eo, omp kengret en eil re gant ar re all, eme Anna-Vari Chapalain, renerezh ar rouedad. Ur gevredigezh sevenadurel eo ivez Diwan. Ret eo dezhi kaout darempredoù gant ar gevredigezh dre vras hag gant ar c’hevredigezhioù all. An trede poent ez eo ar c’hevatalded etre an izili ha pep hini a gemer perzh er raktres. Se zo talvoudegezhioù Diwan, ne c’heller ket chom hep ober netra ha kemer ar pezh a vez kinniget gant ar skol. Erfin, an dra se a dalv emaomp gant ur mont en-dro demokratel ha se zo ar pep gwellañ evit ma chomo Diwan mestr d’e zibaboù… goude ma n’eo simpl bemdez ! »

En doare naturel en em laka ar familhoù er jeu, diouzh o lusk ha diouzh petra eo troet pep hini. Evel just emañ rouanezed ha rouaned ar rozell (benveg evit ledañ an toaz krampouez) a-zevri-kaer gant ar billig pa vez aozet ur gouel gant ar c’huzul skoazell. Stummañ a reont ivez tud ar vugale nevez hag ar re yaouank barrek da gregiñ e barzh ivez. Ar re hag a oar ober gant taolennerien a zaio da gontourien ampart ha da aozerien deiziataer ar re a-youl. Diouzh an noz, e fin ar fest noz hor bez ezhomm alies eus tud a youl vat evit skoatañ listri ha skubañ ar sal. Alies e ranker kempenn ar skol ivez evit staliañ tra pe dra ha se vez graet en un aergelc’h a feson.

« Mignoniezh etrezomp ivez  »

« Digoust eo ar skol e-keñver an arc’hant met ret eo reiñ eus e amzer avat. Ret eo d’an dud kregiñ e-barzh evit dastum arc’hant ha kas ar skol en dro, » a zipleg Stefan Bian, skolaer e Sant-Nazer pa zegemer familhoù nevez. Jean-Pierre, tad er skol-mañ a sav a-du gantañ : « Tout ar pezh zo dizoloet er skol Diwan, ez eo ar c’henskoazell, ar rannañ hag ar c’hengred. Tremen a reomp prantadoù mat asambles, prantadoù diaesoc’h ivez dre ma c’hell al labour a-youl vat bezañ skuizhus. Desket vez kalz ha gouzout a reomp perak e reomp an traoù, evit hor bugale hag ur skol a zo diouti abaoe 21 vloaz. Mignoniezh a zo ivez, en em anavezout a reomp abaoe pell zo bremañ. N’em eus ket anavezet lec’hioù all ebet evit skoulmañ darempredoù ken kreñv. Deuit d’hor c’haout mar karit evit gouzout hiroc’h ha kregiñ dija da labourat ganeomp piv oar ! »

Nerzh Diwan zo nerzh e izili kevredigezhel a-benn ar fin !

Buhez ar gevredigezh en un doare pleustrek !

Evit reiñ eus e amzer, kinnig barregezhioù, pe sikour e doare pe zoare ur skol pe ur skolaj ez eo mat bezañ kelaouet. Neuze netra gwelloc’h eget  

  • heuliañ keleier ar skol war an daolenn skritellañ, war ar rouedad sokial, ar blog pe al lec’hienn internet ;
  • Lenn postelioù ar skol hag ar gevredigezh ;
  • Lakaat e anv war deiziataerioù an dud a youl vat ;
  • Kemer perzh e emvod meur hag e emgavioù ar gevredigezh ;
  • Kejañ gant ar renerezh pe un ezel eus ar skipailh kelenn ;
  • Kejañ gant ar familhoù all « e-barzh ar jeu » dija…
Gerioù-alc'hwez stag : buhez ar gevredigezh   

Skignañ ar pennad-mañ