Contact

Accueil > Galv-den-em-vodan-evit-gwarezin-kelenn-yezhou-breizh
Rencontre associations et syndicats à Rostrenen le 4 mars 2021
©Diwan

- France 3 Bretagne - Le 04/03/21

Fuloret int dilennidi ha difennerien ar brezhoneg. Ar gevrat war ar yezhoù rannvroel sinet bep pemp bloaz sañset etre ar c'huzul rannvro hag ar Stad ne c'hellfe ket bezañ nevesaet e koulz ar bloaz-mañ. En ul lizher kaset ar sizhun-mañ d'ar c'hevredigezhioù en deus Loïc Chesnais-Girard, prezidant rannvro Breizh, lakaet da c’houzout ne y a ket war-raok kaozeadennoù gant ministrerezh an Deskadurezh Stad war stummadur ar gelennerien na war an niver a bostoù kelenn er genstrivadeg.