Darempred

Degemer > 5vet-plas-evit-tomaz-andre-war-ar-mini-transat-gant-liviou-diwan-hag-ar-brezhoneg-dispaket-uhel-gantan
thomas-andre-guadeloupe-mini-transat_400793283_831374312323373_493288455215211852_n

5vet plas evit Tomaz André war ar Mini Transat gant livioù Diwan hag ar brezhoneg dispaket uhel gantañ

Kemennadenn gelaouiñ

13/11/2023

Lire cet article en français

Kreñv eo bet an avel e Breizh en devezhioù tremenet evit hor rouedad ha dreist-holl evit skolaj Gwiseni. Avel a-du a zo bet avat evit Tomaz André, skipper yaouank ha brezhoneger anezhañ, lañset er Mini Transat 2023, gwisket gantañ livioù Diwan hag ar brezhoneg.

Goude bezañ echuet e 17vet plas an tennad kentañ etre Traezh an Olonne hag ar C’hanariez eo en em gavet e lost ar redadeg en eil tennad a-raok dont a-benn da dostaat ouzh ar re gentañ.  Echuiñ a ra e 5vet plas an eil tennad a oa an degouezh e Sant Fransez e Gwadeloup hag en em gavout a ra e 5vet plas ar renkamant hollek war 59 perzhiad en e rummad evit ar redadeg a-bezh.

Pebezh hentad ha pebezh taol-kaer !

Tridet hon eus en e gichen e-kerzh ar 25 devezh redadeg a-dreuz ar mor Altantel ha dreist-holl war ar fin tout dre ma ‘z eo chomet strizh-kenañ an traoù betek penn an hentad.

Lorc’h zo ennomp hag eürus omp o vezañ gellet souten Tomaz bet skoliad e Diwan en e raktres ha trugarekaat a reomp an holl vesened ha kevelerien. Ganto eo bet posupl kas da wir an dro-gaer marzhus-mañ.

Gwellañ gourc’hemennoù da Tomaz ha hetiñ a reomp dezhañ un diskuizh dellezek-mat ha mall zo warnomp degemer anezhañ pa zistroio da Vreizh. Un digarez e vo da aozañ un darvoud evit lidañ asambles an taol-kaer-mañ !

Gwellañ gourc'hemennoù Tomaz, tridet hon eus asambles ganit ha lorc'h a zo ennomp gant da labour !

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ