Darempred

Degemer > Dibab Diwan > Labourat e diwan
kemperle_kemperle

Labourat e Diwan

Lire cet article en français

Labourat e Diwan, evit gellout komz brezhoneg bemdez ha lakaat ar yezh e krezig-kreiz e vicher. Ingal e kinnig ar rouedad postoù er skolioù hag e servijoù Landerne.

Abaoe digoradur ar skol gentañ e 1977 ez eus bet krouet kalz a implijoù e brezhoneg gant Diwan. E 2018-2019 ez eus war-dro 640 den a labour evit Diwan e pemp departamant Breizh. Setu amañ dindan ar micherioù kinniget gant ar rouedad :

  • Kelenner·ez ar skolioù (statud Diwan pe Deskadurezh Stad)

  • Kelenner·ez en eil derez (skolajoù ha liseoù)

  • Skoazeller·ez v·mamm

  • Den e karg eus ar c’hempenn

  • Kasour·ez en eil derez

  • Evezhier·ez en eil derez

  • Koskor evit mererezh an eil derez hag ar servijoù (kontouriezh, sekretouriezh…)

Dre ma ‘z eo ar brezhoneg kenkoulz yezh kelenn ha yezh buheziñ ar skolioù e vez goulennet gant ar re a lak o anv mestroniañ ar brezhoneg. Evit ar re az a war-zu micherioù ar c’helenn divyezhek brezhoneg-galleg er c’hentañ pe eil derez ha n’int ket barrek a-walc’h war ar yezh e vez kinniget gant kreizenn stummañ Kelenn ur stummadur yezh « Mestroniañ ar brezhoneg evel yezh micherioù ar c’helenn ».

Anavezout kinnigoù labour Diwan

Anavezout kinnigoù labour ar skolioù evit postoù nann-gelennerien war strollad Facebook Labour zo e Diwan !

 

Meneger Kevatalder Paotred / Merc'hed 2021 : 46/50

Gerioù-alc'hwez stag : implij   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ