Piv ‘zo piv ? Piv a ra petra ?
Pep skol (skolaj pe lise) a ya en dro gant
- ur skipailh pedagogel (kelennerien hag impliji nann gelenner),
- ur gevredigezh desevel poblek (KDP) karget eus ar mont en dro,
- unan pe meur a guzul skoazell karget da aozañ darvoudoù ha da reiñ sikour arc’hantel er KDP,
- servijoù ar gevredigezh Diwan, staliet e Landerne.
Aesaet eo an darempredoù etre an dud a-drugarez d’ar mont en dro hag ar c’henlabour mañ ; lusk a ra ivez ar skol, ar gumun ha treuzkas ar yezh hag ar sevenadur breizhad. En aozadur-mañ eo ar c’huzul skol (er c’hentañ derez) pe ar c’huzul skolaj-lise (en eil derez) un emsav diviz ha dedennus evit kemer perzh ennañ pe evit krouiñ rakstresoù nevez pe diskoulmañ diaestaerioù.
Peseurt kevredigezhioù a zo ezel eus rouedad Diwan ?
An holl gevredigezhioù sinerien eus ar « gevrat rouedad » a zo ezel eus Diwan (3de mellad eus ar statudoù). En un doare resis e talvez :
- ar c’hevredigezhioù desevel poblek (KDP) eus skolioù ar c’hentañ hag an eil derez,
- ar c’huzulioù skoazell,
- Kelenn, kreizenn stummañ ar skolaerien,
- kevreadoù ar broioù (bez ez eus diouto en Aodoù an Arvor, el Liger Atlantel hag er Mor-bihan).