Darempred

Degemer > Skoazellañ Diwan > Dilennad·ez on
Parlementaires_reunion_de_travail
Emvod labour er Breujoù gant parlamantourien Breizh, 19 a viz Even 2018 ©DR

Dilennad·ez lec’hel : harpañ ac’hanomp

Lire cet article en français

Ober a ra Diwan e lod evit treuzkas ar brezhoneg d’ar remziadoù yaouank. Dilennidi lec’hel ha kannaded pe senedourien kemend-all. An holl a rank kemer perzh ma fell deomp kenderc’hel da lakaat bevañ hor yezh.

Abaoe devezh kentañ Diwan emañ ganeomp dilennidi Breizh. Da gentañ penn e miz Mae 1977, diouzh noz e oa bodet kuzul-kêr Gwitalmeze evit divizoù war feurmiñ savadur skol gozh Lambaol : nav a-du ha daou neptu. « A-raok feurmiñ e c’houlenn ar c’huzul-kêr e vefe gweladennet al lec’h gant bodad ar surentez» a gonte d’an ampoent ar gazetenn. Ha setu en em gavet un nebeud devezhioù diwezhatoc’h pemp bugel evit an distro-skol. Bremañ emañ koulz lavaret an holl skolioù e savadurioù pe war tachennoù publik ; en degouezhioù all e vez start ar jeu evit ar skolioù.

Forzh peseurt tu vefent e sav dilennidi Breizh a-du gant ar brezhoneg ha treuzkas hor yezh. Ar c’hannad eus ar c’hreiz (1986-1997), Jean-Yves Kozan, a veze graet anezhañ « kannad Diwan » zoken. Nevez zo en deus bet tro ivez Loig Chesnais-Girard, prezidant kuzul rannvro Breizh, da embann e oa Diwan « un elfenn hollbouezus eus servij publik an deskadurezh e Breizh » hag a-stroll o deus labouret kannaded Breizh evit lakaat kemm al lezenn Blanquer diwar-benn ar skodenn-skol. Kement-mañ zo posubl peogwir eo sklaer talvoudoù Diwan : digoust ha laik eo hor skolioù.

Raktresoù skolioù, skolajoù pe lise

Ar skoazell arc’hant a resevomp digant rannvro Breizh pe digant an departamantoù, Penn-ar-Bed da gentañ penn, a zo ret d’hor mont en-dro. War ar pemdez e vez harpet hor skolioù gant kumunioù ar pemp departamant, pa vefe war ar maez pe e kêr. Kumuniezhioù kumunioù zo o deus kroget da labourat asambles ganeomp ivez. Emañ ar yezhoù rannvroel hag an deskadurezh pobl e-touez ar barregezhioù a vez rannet gant an holl strollegezhioù lec’hel (Code général des collectivités locales, mellad L 1111-4). Setu perak eo a-bouez bras skoazell an dilennidi lec’hel evit ar raktresoù skolioù (Ploermael, Landreger, Kemper 3, Gwened 2) pe skolaj (Gwipri-Mezeg, adskolaj Plijidi). Labour boutin an dilennidi, en tu-hont da liv politikel pep hini, a sikouro da zigeriñ eil lise dre soubidigezh Diwan e Gwened e miz Gwengolo 2020.

Goulennoù ho peus ?

Dilennad·ez lec’hel oc’h hag ho peus goulennoù da sevel ? Deuit e darempred ganeomp hag e c’helloc’h eskemm gant hor c’hargidi : Catherine Guerin evit an Il-ha-Gwilen, al Liger-Atlantel, ar Mor-bihan ha Dinan, pe Yann Servais evit Penn-ar-Bed hag Aodoù-an-Arvor (war-bouez Dinan).

> demat[at]diwan.bzh, 02 98 21 33 69

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ