Dre ar yezhoù e kresk barregezhioù spered ar vugale
« Ne ya ket en-dro ar yezhoù evel listri kehent. Ne c’hoari morse ar yezhoù an eil a-enep eben. Muioc’h a-se e tesker yezhoù, aesoc’h a-se e vez deskiñ yezhoù nevez. Deskiñ ur yezh ne vez morse diwar-goust deskiñ ur yezh all, er c’hontrol. »
Gilbert Dalgalian, yezhoniour, bet rener pedagogiezh an Alliance Française e Pariz, arbennik eo war an divyezhegezh abred
Ar yezh, benveg dispar a bedagogiezh
Er skolioù Diwan ez eo ar yezhoù binvioù kelenn ha binvioù daremprediñ. Lakaat ar skolidi da vezañ komzerien en o aez, evit daremprediñ ha kemer ar gaoz e brezhoneg, e galleg hag e meur a yezh all zo e kalonenn hor raktres pedagogiezh. Evit en ober e vez roet tro hag aez da bep bugel, e meur a zoare, da zaremprediñ gant e hentez. A-drugarez d’an endro dinec’hus-se e c’hallo reiñ dispak d’e vennozhioù, d’e c’houlennoù pe e vefe e brezhoneg pe e vefe e galleg. Hervez Barbara Abdelilah-Bauer, psiko-sokiologourez arbennik war an deskadurezh divyezhek, ez eo talvoudus-bras d’ar vugale ober gant meur a yezh :
« Ar vugale a ya diwar an eil yezh d’eben meur a wech bemdez a zeu barrek dizale da ober gant ar gerioù sinoù a c’haller eskemm an eil ouzh egile. [...] Ar varregezh-se da zielfennañ ar yezh eo ar bazenn gentañ war-zu an deskiñ lenn. Dre-se e teskont lenn buanoc’h eget ar vugale unyezhek. »
Barrekaat a ra spered ar vugale a zesk un eil yezh adalek ar skol-vamm ; diorren a reont barregezhioù evit kompren, eñvoriñ hag implijout pep yezh. Bez o devez da gentañ da zigejañ pep frazenn evit gallout ezteurel en div yezh. Dre-se e rankont dielfennañ dizehan o doare da zaremprediñ ha rak-se ez a buanoc’h war wellaat ganto ar prederiañ hag ar poellata. Al lavar hag an anaout en em gav gwell a-se pa cheñcher yezh ingal.
Daremprediñ e meur a yezh
Nec’het e vez alies tud ar vugale – ma’z int divrezhoneg – pa ne c’hallont ket ober a-dost war-dro skoliadur o bugale. War-dro 80% eus tud skolidi Diwan n’int ket brezhonegerien : ne harz ket an dra-se ouzh o bugale d’ober berzh er skol na da vezañ gouest da ezteurel e meur a yezh. « Ne gomzomp ket brezhoneg, ret-mat stagañ ganti koulskoude, dre ar pezh a vez desket deomp gant hor mab, eme Armelle Helou, mamm ur bugel eus skol Baod (Morbihan). (...) Seul abretoc’h e kroger ganti, seul welloc’h eo, d’am meno. Dre sellet ouzh hor mab e welomp a-walc’h e tesk brezhoneg en un doare naturel ha n’eo ket diwar-goust an deskiñ galleg ! » Gwir eo, gouest eo ar vugale divyezhek da rentañ kont e galleg eus o labour e brezhoneg hag ar c’hontrol ivez. Pa weler pegen aes eo c’hoari ar vugale gant an div yezh e teu anat ez eo ar yezhoù binvioù pegagogiezh a-zoare.
E-kerzh skoliadur ar c’hentañ derez e teu barrek-mat ar vugale da zaremprediñ. Da-heul-se, gant an eil derez, e vo diorroet o barregezh ezteurel dre skrid ha donaet o anaoudegezh eus ar brezhoneg. « Alies e c’houlennomp gant hor skolajidi labourat a-stroll, eme Pascale Chevillard, renerez pedagogiezh an eil derez. Labourat a reont evel-se el levraoueg ma kaver levrioù e brezhoneg, e galleg, hag ivez e saozneg. Ober a ra ivez ar skolidi enklaskoù war ar genrouedad ha diwar pennadoù a bep seurt e vint gouest da sevel ul labour, a vo kinniget e brezhoneg. » Evel-se e weler o deus ar yezhoù un dalvoudegezh pedagogiezh a-bouez : dont a ra ar vugale da vezañ komzerien glok e pep yezh desket ha mont a reont diboan-kaer diwar an eil yezh d’eben.