Darempred

Degemer > Bezañ tad pe vamm ur skoliad·ez > Piv 'zo piv ? Piv 'ra petra ? > Ar skipailh pedagogel

Kelenn, ul labour a skipailh

Lire cet article en français

Al labour a skipailh a zo un elfenn a-bouez dont a-benn ar c’helenn dre soubidigezh. Piv a zo perzh neuze er skipailh desaverezh ?

En ur skol kentañ derez, ar skolaerien·ezed a ya d’ober ar skipailh gant ar rener·ez. Hemañ pe houmañ a c’hell pediñ ivez an dud hag a skoazell ar skolidi gant diaesterioù (AESH) hag ar skoazellerien·ezed klasoù vamm.  

> Perzh ar skoazellerien·ezed er c’helenn dre soubidigezh

En eil derez ez eus er skipailh desaverezh : ar rener·ez, ar gelennerien·ezed, al levraoueger·ez, ar gasourien·ezed hag ar pennkasour·penngasourez hag an implijidi AESH.

                                                                                               > En eil derez, skipailhoù tost d’ar re yaouank

Heuliet vez programmoù-skol ofisiel minister an Deskadurezh gant ar gelennerien, hag ensellet e vezont evel reoù skol publik ha prevez. Ar c’helenn a vez graet e brezhoneg o toujañ da raktres pedagogel Diwan. Ar skipailhoù lec’hel a vez skoazellet gant servijoù pedagogel ar rouedad (devezh ar renerien, ar skolaerien, emvodoù korn bro, kuzul pedagogel...).

Ar frankiz pedagogel a zo ur bennaenn en deskadurezh, diazezet el lezenn ; « Ar frankiz en deus pep skolaer·ez da zibab an hentennoù hag a glot ar gwellañ evitañ·eviti evit tizhout ar palioù meneget en urzhioù ofisiel » (Eirick Prairat).

Gerioù-alc'hwez stag : kentañ derez    eil derez   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ