Darempred

Degemer > Dibab ar soubidigezh > Ar yezhoù er skol > Ar galleg
pc__RLP8506

Ar galleg, anat eo

Lire cet article en français

Yezh kentañ an darn vrasañ eus ar skolidi eo ar galleg. Soubet int adalek o ganedigezh en ur sevenadur gallek dreist-holl, klevout ha gwelout a reont galleg bemdez. Ne raio ket a zroug ar fed bezañ skoliatet e brezhoneg evit deskiñ galleg. Ar c’hontrol eo, gant se e c’hello ar skolidi tapout muioc’h a varregezhioù evit daremprediñ ha bezañ komprenet.

Yezh pemdeziek ar c’hrouadur

Daoust d’ar plas bras lakaet d’ar brezhoneg e skoliata Diwan e talc’h ar vugale liammoù kreñv gant ar galleg. Kalz eus ho eskemmoù a vez graet e galleg ganto dre ma ‘z eo ur yezh implijet bemdez en o buhez, dreist-holl er maez eus ar skol ma vev ar vugale an darn vrasañ eus o amzer divorfilañ. Evit gwir, daoust d’ar soubidigezh e brezhoneg, n’eus nemet etre 15 ha 20% eus buhez divorfilet ar c’hrouadur a vez e brezhoneg. Ouzhpenn da se, ar mare fonnusañ e-keñver ar soubidigezh a zo hini an deskiñ ha keit ha ma ne vo ket tizhet ar barregezhioù da gejañ e brezhoneg e kendalc’hint da implij ar galleg evit bezañ komprenet.

Gant and divyezhegezh, e vez pinvidiket ha kloklet komzoù e galleg ar vugale kerkent hag er c’hentañ derez : « Pa lavar ur bugel un dra bennak e galleg war an taol ha pa c’houlenn ar skolaer·ez lavaret se en-dro e brezhoneg, ne c’hello en ober nemet goude bezañ prederiet war ar gerioù emañ o paouez distagañ, a zispleg Phil Le Lay, kenurzhier pedagogiezh ar c'hentañ derez. Soñjal evit ezteurel en-dro e gomzoù en ur yezh all a sikour ar bugel da briziañ talvoudegezh ar gerioù, o ster resis, an ereadurezh... ne adlavar ket ar gerioù emañ o paouez distagañ met kemer a ra harp war e c’houiziegezh en div yezh evit kaout un doare all da ziplegañ ar pezh a fell dezhañ lavaret evit gwir. Gant ar vugale e vez merzet ez eus daou zoare disheñvel da envel un dra. C'hoari a reont gant se, da gentañ peogwir eo farsus ha da c’houde peogwir e sikour anezho da gompren mont en-dro ar yezhoù evit anavezout hag implijout anezho gwelloc’h. » Da vare an deskiñ abred, a-drugarez d’an div yezh klokaus-mañ e kresk barregezhioù ar skolidi da eskemm a-nebeudoù, e galleg zoken, o yezh vamm. 

Mestroniañ mat ar galleg

Gant ar programm deskiñ galleg e vez rannet an amzer evel hen : div drederenn e brezhoneg hag un drederenn e galleg e fin ar c’hentañ derez. Gant an dasparzh-mañ e teuer a-benn da gaout un divyezhegezh kempouez etre an div yezh a-raok mont d’ar skolaj ha diskouez a ra war un dro e tap ar skolidi ul live mestroniañ e galleg heñvel ha hini ar skolidi skoliatet e galleg. E galleg eo evel just e vez kelennet galleg ha doujet vez da brogram an Deskadurezh Stad. Diskouez a ra a-walc’h disoc’hoù an arnodennoù (99% eus ar skolidi o tapout ar breved ha 95,7% eus an derminidi o tapout ar vachelouriezh e 2018) a zo darn vrasañ eus o danvezioù arnodennet e galleg e chom mat al live e galleg e kement pazenn ar skoliata.

Abaoe ma ‘z eo bet lañset priziadenn ar barregezhioù er 6vet klas gant ar Minister e vez an disoc’hoù mat-kenañ bepred  : e 2018 e oa 77,1% eus skolajidi ar 6vet klas a dizhe ul live « dereat » ha 10,3% ul live « dereat-kenañ ». Kevatal e chom an disoc’hoù en eil derez, dreist-holl el lise. Gant test live an eil derez sevenet e 2018 gant an Deskadurezh Stad e weler eo al live e galleg un tamm mat uheloc’h e penn kentañ al lise : 57,5% diouto a dap disoc’hoù « dereat » ha 41,6% diouto « dereat-kenañ ». Ar pezh a dalv ez a live galleg ar skolidi war welaat a-hed o skoliata. Gellout a reomp lavaret eta eo live ur skolajiad·ez pe hini ul lisead·ez Diwan kevatal d’an nebeutañ da hini ur skolajiad·ez pe ul lisead·ez bet ur skoliata e galleg nemetken.

Kelenn ar galleg hag e galleg er c’hentañ derez

Er c’hentañ derez e vez kroget gant kelenn ar galleg adalek ar CE1. A-hed ar skoliata e vez kelennet lod eus an danvezioù e galleg ivez hag e blas er programm hag en amzer ar sizhun a gresk, hervez programm ofisiel an Deskadurezh Stad.

  • 2 eur ar sizhun e CE1. Dre ma ‘z eo tizhet ar palioù lenn ha skrivañ eo gouestlet an div eurvezh-mañ da wellaat al lenn e galleg.
  • 4 eur 15 ar sizhun e CE2. Studiet vez muioc’h muiañ dibarderioù ar galleg.
  • 5 eur ar sizhun e klas CM evit studiañ ar yezh hag al lennegezh mui un eurvezh matematikoù  e galleg.
  • Adalek ar CM1, ul lodenn eus an enklaskoù teulioù evit ar matematikoù, ar skiantoù, an istor, an douaroniezh... a vez graet e galleg. Gant ar varregezh da implij teulioù kenkoulz e galleg hag e brezhoneg e teu ar vugale a-benn da dizhout pal fin ar CM2 ha fin al labour e soubidigezh, da lavaret eo un divyezhegezh kempouez.
Gerioù-alc'hwez stag : galleg    divyezhegezh   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ