Diwan berr ha berr
Ur rouedad 48 skol, 6 skolaj ha 2 lise a ya da ober ar skolioù Diwan er pemp departamant.
4 014 skoliad zo bet degemeret en distro skol 2023 er rouedad, en o zouez un drederenn en eil derez.
Digoust, laik ha digor d’an holl eo ar c’helenn ; se zo kaoz ez eo ar strollegezhioù lec’hel keveler ar rouedad.
Kinniget vez ur c’helenn dre soubidigezh a laka ar skolidi da vestroniañ kenkoulz ar brezhoneg hag ar galleg ha kement dre gomz ha dre skrid.
Dindan gevrat emañ ar skolioù gant an Deskadurezh Stad. Kemeret vez e kont eta goproù ar skolaerien. Heuliañ a ra ar skolaerien-mañ programmoù ofisiel gall hag ensellet int evel o c’henseurted eus ar c’helenn publik ha prevez.
Skolioù kevredigezhel eo ar skolioù, skolajoù ha lise, meret gant familhoù a youl vat er c’hevredigezhioù desevel poblek.
Arc’hantet eo pep skol gant obererezhioù ur c’huzul skoazell pe vuioc’h oc’h aozañ abadennoù sevenadurel, dudius pe sport. Gant an arc’hant dastumet gant ar c’huzulioù skoazell-mañ e c’hell bezañ digoust ar c'helenn.
Hollad frammoù Diwan a verr ouzhpenn 18 milion a euroioù bep bloaz : un drederenn evit ar rouedad, un drederenn evit skolioù hag un drederenn evit ar skolajoù ha liseoù. Gant ouzhpenn 600 den a-vicher e vez kaset da benn ar gefridi kelenn ha treuzkas ar brezhoneg e Diwan : 248 gwazour·ez an Deskadurezh stad, 187 goprad·ez rouedad Diwan (skolaerien·ezed, kasourien·ezed, melestradurezh...) ha 180 goprad·ez er skolioù (ASEM, ober war-dro ar c'hempenn...).
Diwan : ur skol gant ur raktres hag un hentenn a-ziforc’h
- An divyezhegezh gant an hentenn dre soubidigezh
- Yezh pennañ ar c’helenn hag ar vuhez er skolioù eo ar brezhoneg.
- Gant kelenn ar galleg er c’hentañ derez e tizher ul live mat-kenañ e galleg.
- Un heuliad pedagogel eus ar skol-vamm d’ar vachelouriezh.
- Ur c’helenn a gemer e kont gwir sevenadur Breizh a-vremañ.
- Familhoù bodet asambles tro-dro ur raktres desevel hag e emdroadur.
... hag ur skol evel ar re all
- Klasoù kevratet gant an Deskadurezh Stad.
- Kelennerien stummet, titlet, diplomoù heñvel ha re ar c’helenn publik hag ar c’helenn prevez.
- Skolioù ma vez heuliet ar programmoù ofisiel.
- Skolidi ganto ur skoliaterezh heñvel ha hini ar skolidi all. Tremen a reomp an hevelep arnodennoù ha priziadennoù.