Darempred

Degemer > Bezañ tad pe vamm ur skoliad·ez > Piv 'zo piv ? Piv 'ra petra ? > ar gevredigezh desevel poblek
Distro_skol_2018_Sant_Ervlan_FB

Ar skol evit ar vugale, an deskadurezh pobl evit o zud !

Lire cet article en français

Ar skolioù, ar skolajoù hag al lise Diwan zo skolioù kevredigezhel. Pa enskriv tud o bugale e teuont izili eus kevredigezh deskadurezh pobl o skol. Kement-se a dalvez ez eo ar familhoù lodek e mont-en-dro Diwan hag en treuzkas eus ar brezhoneg.

Kenlabour oberiant tud ar skolidi zo ur perzh heverk eus Diwan. Krouiñ a reont ar skolioù ha harpañ anezho da vont en dro dre o engouestl a-youl-vat, pep hini diouzh ma c’hall, er gKDP (kevredidezh deskadurezh pobl, AEP e galleg) pe er c’homite skoazell. Dre-se e kemeront perzh en obererezhioù ar skol hag e kevredigezhioù Diwan ha tennañ a reont gounid anezho ivez.

Frankiz ha rikded

« Mont-en-dro ar c’hevredigezhioù zo un afer a frankiz hag a rikted, kement-ha-kement, eme Stéphanie Stoll, prezidantez ar rouedad. Ar frankiz a zo an hini da gemer intrudu, da lakaat amzer tro-dro d’ur raktres tomm d’ar galon,. Frankiz an ijin-krouiñ stag ouzh ar vuhez kevredigezhel ha kulturel hag ijin a ranker dispakañ a-wechoù evit diskoulmañ kudenn pe gudenn. Rik e tleer bezañ a-hend-all evit diwall mont en-dro pleustrek ha demokratel hor skolioù. Dre labourat a-youl-vat e c’haller ober traoù a-bep seurt gant Diwan, ha pep hihi a gavo diouzh e c’hoant! »

Kefridioù ar gevredigezh deskadurezh pobl

Evit ober war-dro mont en-dro pep skol ez eus ur gevredigezh deskadurezh pobl (AEP) hag a zo hec’h-unan ezel eus Diwan. Izili eo tud ar skolidi eus an AEP hag eus rouedad Diwan. Dre enskrivañ ho pugel e teuit ezel anezho ha digoust eo an emezelañ. Da-heul e c’hall darn eus ar gerent kemer perzh en ensavioù ar gevredigezh (kuzul-merañ, burev, bodadoù labour) ; holl e kemeront perzh en emvod meur hag a vez aozet bep bloaz evit reiñ da anaout ar bilañs obererezh hag arc’hant ha lakaat dilenn merourien ar bloaz.

Lakaet e vez ar gelennerien e-kerz ar skolioù gant ar gevredigezh Diwan ha meret e vez pep skol, kentañ pe eil derez, gant ar rener·ez hag an AEP. A-gevret e :

   > e termenont ar postadurioù arc’hant da ober da gentañ-penn (aveiñ ar skol, prenañ dafar, kempenn),

   > e aozont labour an implijidi nann -kelennerien gopret gant ar skol,

   > e reont war-dro an darempred gant ar c’humunioù (pedadennoù, kejadennoù, salioù, skodennoù skol, yalc’hadoù, goulennoù aveiñ a-bep seurt),

   > e aozont, gant ar strollegezhioù lec’hel a-wechoù, an degemer troskol hag ar predoù.

Deskadurezh pob’, emit-hu ?

" An deskadurezh pobl* n’eo ket afer raktres skol ar vugale hepken. Sellet a ra ivez an dud gour. Ar re-mañ, en ur gemer perzh e buhez ar skol:

  • a bleustr war an demokratelezh diabarzh: klask diskoulmoù ha lakaat anezho e pleustr, sevel liammoù sokial.
  • a dap barregezhioù a vez alies kevatal gant barregezhioù micher (war an HACCP, ar c’hevratoù skoazellet, kevratoù dalc’herezh, war ar funioù Ethernet…).

Dibab Diwan ne dalvez ket kement ha bezañ bevezour en ur servij publik a zeskadurezh, bez e talvez kemer perzh da gen-sevel anezhañ gant ar galloudoù publik, ar familhoù all hag ar skipailhoù desaverezh. "

[Breujoù Diwan, Meurzh 2018]

* Diwan zo lodek e luskad an deskadurezh pobl, anezhañ ul luskad diaes da dermeniñ ; an engouestl a-stroll hag an deskerezh a zo lakaet e-kreiz labour an deskadurezh pobl, evel ur seurt demokratelezh-perzhiañ a-raok ar c’houlz.

Gerioù-alc'hwez stag : buhez ar gevredigezh    kentañ derez    eil derez    desevel poblek   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ