Ar brezhoneg
Treuzkas yezh ar vro
Yezh vevañ ha sevenadur e Breizh
Treuzkas ar brezhoneg evel ur benveg kelenn setu pennaenn Diwan. Hor skolidi az a da gomzerien brezhoneger ha kejañ a reont etrezo e brezhoneg evit lakaat ar yezh-mañ da vevañ.
Ma vez lakaet ar yezh da yezh kelenn e kreñver ar brezhoneg evel yezh veo. Un dibab eo da gentañ an divyezhegezh brezhoneg galleg evit treuzkas dre ar yezh hor glad sevenadurel d’ar rummadoù nevez
« Bezañ stag en-dro ouzh e wrizioù eo, a lavar Armelle Helou, mamm ur skoliad e skol-vamm Baod (Morbihan). Digor eo hor mab war sevenadur Breizh ha se n’hon dije ket gellet degas dezhañ morvat ma ne vije ket bet e Diwan. Ur gwir c’hounid eo evit digeriñ e spered ha dizoleiñ. »
> Lenn testeni Armelle Hellou, mamm ur paotrig 4 bloaz dezhañ e Baod
Un identelezh kreñv zo gant hor bro gant he istor hag he sevenadur. Ar vugale hag a zesk brezhoneg hag a vev e Breizh a gresko en un endro a gloto gant o divyezhegezh hag o gwrizioù. Evit gwir, bev eo ar brezhoneg tro-dro d’ar vugale gant brezhonegerien all, anvioù lec’h ha familh met ivez gant an holl draoù produet e brezhoneg : sonerezh, lennegezh, pezhioù c’hoari, mediaoù, abadennoù skinwel…
> Lenn ar pennad Brezhoneg er gêr
Diorren a ra ar brezhoneg ar barregezhioù yezh
Gant ar brezhoneg e c’hello ar vugale tapout barregezhioù yezh n’emaint ket gant ar skolidi unyezhek. Ur bazenn gentañ eo ar brezhoneg etrezek al liesyezhegezh. Pa vez kelennet e brezhoneg hag e galleg war un dro ez eus un endro mat tro-dro ar vugale ha kalz a efedoù pozitivel az a da heul. Abretoc’h e vestronio ar yezhoù all evel ma lavar ar yezhoniour Claude Hagège :
« Deskiñ abred ur yezh rannvro a vroudo ar vugale da zeskiñ yezhoù estren. Gant se e vo ar vugale liesyezhek-mañ Europeaned an dazont. [Er c’hontrol], ar saozneg, gant e statud yezh hollvedel, a zo ur skoilh evit deskiñ yezhoù all. »
E gwrionez ez aio an divyezhegezh gwelloc’h en-dro ma vez implijet yezhoù gwriziennet tost d’ar vugale evel ar yezhoù rannvro. Mont a raio en-dro eta gant ar vugaligoù dre ma ‘z int tost da yezh-mañ.
Ouzhpenn da se ez eo ar brezhoneg ur benveg deskiñ a-zoare dre m’emañ kalz a sonioù disheñvel gantañ. « Pinvidik eo ar brezhoneg e-keñver ar rannyezhoù, a zispleg Phil Le Lay, kenurzhier pedagogiezh an eil derez. A-wechoù e c’hell bezañ disheñvelded en doare da gomz, gant tonioù disheñvel, pa n’eus ket an hevelep pouez-mouezh etre ar skolaer·ez hag ar skoazeller·ez lakaomp. Ha se a blij d’ar vugale. »
Neuze e klev ar skolidi doareoù disheñvel da gomz. Pinvidikaat a ra o meizerezh yezh ha gant-se e c’hellont kejañ muioc’h c’hoazh ha broudañ a ra o c’hoant da anavezout an traoù kerkent hag erru er skol-vamm.
Breizh : Muioc’h muiañ a familhoù a-du gant divyezhegezh ar c'helenn
Lakaet eo war-vel er studiadenn sokioyezhel kaset gant an ensavadur TMO Rannvroioù evit kuzul rannvro Breizh ez eus un interest kreñv evit ar brezhoneg : tri-c’hard eus an dud aterset a fell dezho e vefe desket muioc’h a vrezhoneg er skol. Un drederenn anezho a fell dezho lakaat o bugale da zeskiñ brezhoneg ha niverusoc’h int c’hoazh e-touez ar re yaouank 15-24 vloaz dezho. Un dra vat eo evit an dazont. Kadarnaet eo bet ivez er studiadenn perzh pouezus ar c’helenn e stummadur ar re yaouank : 90% eus ar gomzerien 15-24 dezho ha 53% eus ar gomzerien 25-39 vloaz dezho o deus desket ar brezhoneg er skol.
Ur steuñv politikerezh yezh zo gant kuzul rannvro Breizh. Bez ‘ez eus eus un teul evel se ivez e kuzul departamant Penn-ar-Bed hag e kêr Roazhon hag emañ Aodoù an Arvor o sevel unan ivez. Lakaet vez e pleustr obererezhioù en departamantoù all, e strollegezhioù lec’hel hag e kumunioù Breizh. Strivoù an holl a zo da genderc’hel c’hoazh met sinoù mat eo dija evit dazont ar brezhoneg.
Orin : Yezhoù Breizh – enklask sokioyezhel, miz Here 2018