Darempred

Degemer > Bezañ tad pe vamm ur skoliad·ez > Penaos ambroug ma bugel ? > alioù skolaerien

5 ali a-berzh kelennerien

Lire cet article en français

E Diwan e harp a-dost ar gelennerien pep bugel a-hed e skoliata, war evezh e vezont ouzh ezhommoù pep hini. Gant ar skipailhoù kelenn e vez degaset ar binvioù rekis evit diorroadur ar vugale er skol, evit ma teskint ha ma kreskint e brezhoneg. En un doare naturel.

Skol-vamm. Krouiñ ul liamm etre ar skol hag ar gêr

Laurence Le Berre, skolaerez e skol Diwan Kemper abaoe 1994. « N’eo ket amañ an dalc’h bezañ brezhoneger pe get. Ar pezh a gont eo diskouez oc’h dedennet gant al labour sevenet gant ar bugel. Kinnig a ran da dud ar vugale kejañ gant o bugel diouzh an noz. Digeriñ ar c’haier buhez ha goulenn gantañ : « Ac’hanta ! Petra eo se ? » hag ar bugel a responto petra eo gant e c’herioù dezhañ ha gouest e vo da gontañ an devezh e galleg ha war-lerc’h e brezhoneg a-feur ma kendalc’ho gant an deskiñ er skol-vamm. Evel se eo e savoc’h ul liamm etre obererezhioù ar skol hag ar gêr. Ar pep pouezusañ aze eo ar sell pozitivel ho po war skoliata ho pugel. Neuze e vo kontant da ziskouez ar pezh en deus graet e pad an devezh, lorc’h ennañ deskiñ gerioù brezhoneg d’e dud ha broudet da genderc’hel gant an deskiñ. »

> Lenn a bez atersadenn Laurence Le Berre

Soubidigezh. Magañ an darempred etre ar skolaer hag ar bugel

Gireg Le Guevel, skolaer e skol Diwan Sant-Ervlan abaoe 2015. « Evit ma vo degemeret mat ar yezh eo ret sevel ul liamm a fiziañs etre ar vugale hag ar skolaerien. Hag al liamm-se a zo da vezañ maget bemdez. Ar fiziañs a zeu ivez eus va ferzh : goulenn a ran ganto chom sioul hag e reont. Mont a ra en dro peogwir ez eus ur gwir eskemm etrezomp : douster ha madelezh, hep bezañ re jentil hag hegarat hep huchal. Ha fiziañs o deus ar vugale ivez, un liamm a zo krouet : evito, n’on ket un euzhvil nag ur mignon, met ar paotr a gelenn dezho. Bez o deus frommoù ha ret eo leuskel anezho da vont er maez. Ma ‘z int plijet gant ar skolaer en em lakao ar vugale da gomz muioc’h brezhoneg, hep kaout aon. »

> Lenn a bez atersadenn Gireg Le Guevel

Kentañ derez. Gwriziennet eo ar yezh enno dija

Lenaig Sparfel, skolaerez e skol Diwan Roazhon abaoe 2011. « Er skol kentañ derez e komz ar vugale brezhoneg en un doare naturel, ul lodenn diouto eo. Pa groger gant ar c’hentelioù galleg er CE e vez souezhet ar vugale o klevet ar skolaer o komz galleg, kavout a reont an dra-se farsus ha droch. Diskouez a ra mat pegen don eo o liamm ouzh ar brezhoneg. Kemer a reont pleg adal neuze da gomz brezhoneg HA galleg gant ar skolaer ha gouest e vezont da c’houzout pegoulz e vez komzet an eil yezh pe eben. Met ar brezhoneg a chom atav yezh buhez ar skol. Adalek ar CM e vez meüroc’h a spered ar vugale ha krog e vezont da sevel goulennoù outo o-unan war sujedoù kevredigezh, evel an endro da skouer, met dreist-holl war plas ar brezhoneg en o buhez. Goulennoù a vez ganto : Perak e komzan brezhoneg ? Perak saveteiñ ar yezh ? Neuze e vez roet ostilhoù dezho evit magañ o freder : testennoù, barzhonegoù, kanaouennoù. Keñveriet eo ar yezh ouzh un teñzor da skouer gant Anjela Duval, ar skeudenn-lavar-se a blij d’ar vugale, talvoudus-tre eo evito. E kerzh ar mare-se e vez gwelet pegen talvoudus eo ar brezhoneg evit o deskadurezh. »

> Lenn a bez atersadenn Lenaig Sparfell

Skolaj. Kenderc'hel gant ar soubidigezh

Sylvain Deron, kelenner war ar skiantoù ar vuhez hag an douar e skolaj Diwan Gwened abaoe 2012. « E fin ar c’hentañ derez eo ar vugale gouest da gomz brezhoneg. Erru en eil derez e c’hellint lakaat e pleustr o anaoudegezhioù hag implij ar brezhoneg en danvezioù a vez kelennet nemet adalek ar skolaj. Uhelaat a raint o live e brezhoneg ivez evit gellout implij ar brezhoneg war ar pemdez ha war o micher en dazont marteze. Ouzhpenn da-se, int emren un tammig muioc’h ha muioc’h en o aes gant ar re all : an darn vrasañ eus ar skolajidi a zo diabarzhidi, krouiñ a reont liammoù kreñv etrezo. Ur spered a-stroll zo ganto ha nebeud kudennoù diforc'hidigezh pe goaperezh hon eus peogwir int doujus etrezo. »

> Lenn a bez atersadenn Sylvain Deron

Eil derez. Al liamm gant ar yezh a zeu da vezañ trivliadel (pe afektivel)

Gwenola Coïc, kelennerez war ar brezhoneg e skolaj Diwan Plijidi abaoe 2003. « Er c’hrennoad emañ ar brezhoneg e-kreiz buhez ar skolajidi [hag al liseidi] : e penn kentañ tout o skoliata, ne zibabont ket bezañ e Diwan, choaz ar gerent an hini eo. Ar c’hoant kenderc’hel gant ar brezhoneg a savo tamm-ha-tamm enno diouzh skiant-prenet pep hini. Setu perak eo skoliata an eil derez un dra a-bouez evit kreñvaat al liamm etre ar skolidi hag ar yezh. Met ar skolaj a zo dreist-holl ul lec’h dedennus evit ar c’helenn, evit tizhout ar pal deskin d’an holl ober gant ar brezhoneg bemdez. Ouzhpenn da se n’eo ket aes kennebeut bezañ gant o oad dre ma krogont da brederiañ war o buhez. Ar yezh a servij amañ evel un ostilh pedagogel, un dra ouzhpenn eo evit ar re yaouank dre ma tegas ur ster d’o skoliadur, ur benveg eskemm eo ivez na vez bevet nemet amañ. […] Gouest eo ar grennarded da gompren ha d’ober o labour noz, keit ha m’o deus c’hoant. Ar gwellañ tra d’ober eo kalonekaat anezho ha kaout fiziañs evit reiñ c’hoant dezho bezañ emren. Seul vuioc’h a frankiz e vo roet dezho, seul vuioc’h e vo ur santad emren ganto, ar pezh a gaso war-raok o barregezhioù hag o liamm trivliadel (pe afektivel) gant ar yezh. »

Gerioù-alc'hwez stag : kentañ derez    eil derez    testeni   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ