Ar soubidigezh en eil derez
Treuzkas d’ar grennarded ar c’hoant da gomz brezhoneg
A-bouez eo tremen eus ar skol d’ar skolaj e buhez ur bugel. Ouzhpenn da e se vez dizoloet e Diwan ar vuhez a-stroll er skol-lojañ. E kreiz ar raktres desevel kelenn dre soubidigezh emañ ar skol-lojañ hag e lusk a glot gant emdroadur ar familh hag trivliadel ar re yaouank. Heñvel eo pennaennoù ar soubidigezh hag er c’hentañ derez : yezh vuhez ha yezh kelenn ar skolajoù ha lise eo ar brezhoneg. E galleg vez roet ar c’hentelioù galleg eta ha re ar yezhoù estren er yezh studiet. « Ar pal evit ar skolajidi e fin an trede klas eo e vefe posubl kenderc’hel gant o studioù e brezhoneg pe e galleg, hag e vefent en o aes gant ar brezhoneg, eme Pascale Chevillard, renerez skolaj ar Releg. Setu perak ez eus beilhadegoù, kleuboù hag a bep seurt abegoù evit e vefe ar brezhoneg e degouezhioù ar vuhez ha pas nemet e degouezhioù ar skol. »
Un diskoulm eo ar skol-lojañ e-keñver an aozañ evit tud ar vugale met ouzhpenn da se eo pouezus-kenañ evit kas war-raok ar soubidigezh ha lakaat ar brezhoneg da yezh buhez hag eskemm etre ar skolidi er vuhez pemdeziek.
Displegañ ha reiñ c’hoant d’ar grennarded
« Evit ar grennarded, n’eo ket aes da gompren ar ger soubidigezh, a lavar Erwan ar Berr, rener skolaj Kemper. Estreget yezh ar c’hentelioù eo ar brezhoneg met ivez ur gwir yezh vev en ur gwir skolaj, setu ar pezh a rankomp displegañ dezho. Plijout a ra din diskouez dezho ar film Brezhoneg leizh o fenn evit lakaat anezho da gompren an dra-mañ. » Pouezus eo seurt displegadurioù seul vui ma kendalc’h skolidi eus an divyezhegezh publik e Diwan ha dizoleiñ a reont ar soubidigezh. « Ret eo reiñ avi d’ar grennarded ha lakaat anezho e-barzh ar jeu, a zispleg Erwan ar Berr. Bep bloaz e tisplegan dezho eo an doare gwellañ evit deskiñ ar yezh ha ma reont strivoù da gomz brezhoneg etrezo e pakint ul live gwelloc’h c’hoazh e fin ar skolaj. » Lavarout a ra ivez eo pouezus d’ar familhoù broudañ ar re yaouank da implij ar brezhoneg en o buhez.
Ur skipailh pedagogiezh tost ouzh ar skolajidi hag al liseidi
« Er skolajoù hag el lise Diwan ez eus ul liamm kreñv etre ar skolidi hag ar gelennerien, a lavar Pascale Chevillard. Divizet hon eus ober evel se evit lakaat anezho da gomz brezhoneg met a-benn ar fin ez eo efedusoc’h da gelenn evel se. » Pouezus eo ivez perzh ar gasourien. « Ul liamm ispisial zo gant ar gelennerien, eme Gwenn Menez, skolajiadez e Plijidi etre 2004 ha 2008 ha bremañ kelennerez el lise. Ar skolaj a zo ul lec’h ma kouskemp : aze hon eus desket bezañ emren, ober war-dro hon aferioù ha re ar re all. Memes tra e oa el lise. Er skol-veur, an troc’h a oa spontus ! »
Disoc'hoù an arnodennoù (breved ha bachelouriezh)
Bloavezh skol | 2009-2010 | 2010-2011 | 2011-2012 | 2012-2013 | 2013-2014 | 2014-2015 | 2015-2016 | 2016-2017 | 2017-2018 | 2018-2019 | 2019-2020 | 2020-2021 | 2021-2022 | 2022-2023 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Berzh er BREVED | 99,3% | 99,4% | 99,4% | 98,9% | 98,98% | 99,51% | 98,84% | 98,50% | 99% | 98,3% | 98,5% | 99,5% | 100% | 98,53% |
Berzh er BAK | 97,3% | 94,7% | 98,78% | 97,75% | 93,98% | 97% | 95,54% | 97,5% | 95,68% | 97,09% | 100% | 100% | 96,73% | 98% |
Disoc’hoù mat en arnodennoù
Pe vefe diplom ar Breved pe ar vachelouriezh e vez disoc’hoù mat-tre gant skolidi Diwan. « Sirius-kenañ eo tud skipailhoù skolajoù ha lise Diwan, eme Pascale Chevillard. Ganto e pak an holl skolajidi ha liseidi ul live mat kenkoulz e brezhoneg hag e galleg, hep lakaat anezho da zoublañ hag hep dibab nemet ar re wellañ. Evit ar re a zibab mont war zu studioù micherel e kuitont Diwan gant un dra ouzhpenn dre ma ‘z int divyezhek, ‘pezh n’eo ket fall ! »
Bep bloaz emañ disoc’hoù breved ar skolajoù tost-tre da 100 % eus ar skolajidi degemeret. E 2016 o deus tapet ar skolajidi ur feur berzh 12 poent uheloc’h eget keidenn Bro C’hall ha 9 foent uheloc’h eget keidenn Akademiezh Roazhon. Abaoe 2012 e sav feur berzh al lisedi etre 94% ha 99%. E 2017 e oa bet renket lise Karaez eil gwellañ lise e Breizh hag er pevarzekvet plas e Bro C’hall gant Le Parisien – L’étudiant. E 2013 e oa bet renket gant ar Figaro gwelloc’h lise e Bro C’hall. E 2013 e oa bet embannet gant Ofis Publik ar Brezhoneg ur studiadenn war ar studioù war-lerc’h ar vachelouriezh.
Erfin e vez graet un arnodenn diabarzh ispisial evit priziañ o barregezhioù e brezhoneg : an AKED an hini eo (arnodenn kentañ an eil derez) en trede klas pe an ADED (arnodenn diwezhañ an eil derez) e klas termen.