Ar yezhoù all
Un debron deskiñ ha tud yaouank en o aes
Barrek evit deskiñ yezhoù…
Bepred gant ar pal kinnig d’ho skolidi gellout eskemm e meur a yezh e vez lakaet ar skolidi da zeskiñ saozneg adalek ar CE2, un eurvezh ar sizhun da gentañ ha kresket an amzer deskiñ tamm-ha-tamm a-hed ar bloavezhioù skol. Hervez programm an Deskadurezh Stad, hor pal a zo kas ar skolidi betek al live B1 e saozneg ha betek al live A2 en alamaneg pe spagnoleg e fin ar skolaj. E fin al lise e vo tizhet ganto al live B2 pe C1 er yezh estren kentañ dibabet.
Pa vez desket yezhoù estren e verzomp emañ ar vugale skoliatet e Diwan en o aes evit deskiñ yezhoù all : « Desket vez ur yezh evit kejañ gant ar re all n’eo ket evit treiñ setu ar mennozh, a zispleg Morwenna Jenkin, kelennerez war ar saozneg e Diwan. N’o dez ket ar skolidi aon diouzh ezteurel e saozneg dre ma reont se dija en div yezh : galleg ha brezhoneg. N’int ket chalet pa glevont gerioù ne gomprenont ket. Ne chomont ket boud. »
Gant boazioù da dremen eus ur yezh d’eben eo aesoc’h d’ar c’hrouadur deskiñ yezhoù all, seul vuioc’h e anavezer yezhoù seul aesoc’h eo deskiñ yezhoù all. Pinvidik eo ar brezhoneg gant kalz a rannyezhoù. Gant ar brezhoneg e tesk ar vugale troioù lavar ha doareoù da sevel frazennoù a c’hellint adkavout er yezhoù rannvro. « An holl skolidi, petra bennak vefe o live er skol, a zeu a-benn da eskemm ha kelaouiñ er yezhoù desket, » a ziskler Morwenna Jenkin.
… Ha digor war ar bed
Mestroniañ a ra ar bugel divyezhek e brezhoneg hag e galleg sevenadur ha yezh e vro, anavezout a ra e wrizioù hag e oar eus pelec’h eo. Gant se e c’hello kompren gwelloc’h ar re a gomz yezhoù all hag a vev ur sevenadur disheñvel ha diwar an dra-mañ e vo digor e spered ha kurius eus ar pezh a zo dianav dezhañ.
En holl skolajoù hag el lise e vez aozet beajoù pe darempredoù evit implij ar yezhoù e diavaez eus ar c’hlasoù. Beajet vez peurvuiañ er broioù ma vez komzet yezhoù rannvro pe minorelezet (kembraeg, euskareg pe sorabeg). Bepred gant ar soñj kinnig d’ar vugale bezañ digor war ar bed e vez kinniget gant al lise ur c’hlasad european e saozneg : peder eurvezh a gentelioù war ar saozneg ha kelenn skiantoù ar vuhez hag an douar e saozneg.
Kinniget vez al latin er skolajoù Diwan ha graet vez un tañva d’an arabeg en eil klas el lise.
Liseidi ha foeterien vro
Bezañ bet ur c’helenn divyezhek e yezhoù rannvro a zegas c’hoant daremprediñ an dud. Kardarnet eo bet se en ur studiadenn eus Ofis publik ar brezhoneg bet graet e touez liseidi gozh Diwan. Lakaat a ra war wel int plijet gant ar yezhoù ha dedennet gant ar micherioù akademiezh ha kelenn. Anat eo evit lod e rankont mont da vevañ er broioù estren.
Hervez ur sontadeg eus 2012 bet savet gant Ofis publik ar brezhoneg e touez liseidi gozh Diwan ez eus 51% anezho az a etrezek studioù uhel war al lennegezh hag en o zouez 22% diouto war ar yezhoù tra ma sav ar geidenn e Bro C'hall da 8%. Merzout a reer ivez ez eus 12% eus al liseidi gozh a za da studiañ er broioù estren tra ma n’eus nemet 4% eus ar studierien c’hall.