Darempred

Degemer > Adkenfinan-ijin-zo-e-diwan
skolaj-plijidi-maskl-covid-dessiner-tresan_20201127_152040

Adkenfinañ : ijin zo e Diwan

27/11/2020

Lire cet article en français

Abaoe an 2 a viz Du hag an diarbennoù yec’hedel kreñvaet e kendalc’h Diwan gant e strivoù evit doujañ d’ar protokol penn-da-ben ha degemer ar skolidi e surentez. Daoust d’ar mare bezañ diaes evit an holl n’eo ket an dud digalonekaet en hor skolioù pa ‘z eont betek ijinañ obererezhioù nevez zoken.

Emgavioù eus a bell...

E meur a skol e oa bet ranket nullañ dorioù digor miz Du, setu deuet ar mennozh mat gant ar skipailhoù aozañ dorioù digor eus a bell ! :

  • E skol Rianteg, etre ar 16 hag an 20 a viz Du o doa gellet ar gerent sevel goulennoù da geñver ur pellbrezegenn ha sellet ouzh videoioù kinnig war al lec’hienn internet.

  • Aozet oa bet gant skol Naoned ur mintinvezh dorioù digor dre bellemvod d’an 21 a viz Du evit eskemm gant ar familhoù dedennet.

  • Prest e oa skol Gwened e miz Even pa oa bet prientet d’ar c’houlz-se ur video kinnig ar skol.

  • Goude bezañ ranket kas pelloc’h o emvod meur, setu divizet gant skol Brest degas un tamm nevezadur oc’h aozañ an darvoud-mañ dre bellemvod d’an 29 a viz Du.

... Gwerzhioù da gas d’ar gêr...

Dre m’eo bet nullet an darvoudoù (foarioù, marc’hadoù…) eo lakaet ar skolioù diaes a-fed an arc’hant pa ‘eo an obererezhioù-mañ a zegas dezho ar muiañ a arc’hant. Met n’eo ket ar mennozhioù a vank gant an AEPoù ha kuzulioù skoazell ijinañ doareoù all da zastum arc’hant ! :

… Ha raktresoù krouiñ er skolioù

En tu all d’an diarbennoù yec’hedel nevez da ober ganto e vez nullet ivez obererezhioù er maez eus ar skol, degemer tud a-vicher, raktresoù, abadennoù... Kement abeg evit ijinañ ar raktresoù pedagogel ha/pe buheziñ en-dro :

Gerioù-alc'hwez stag : kenfinañ    deconfinement    covid    raktres    animation   

Skignañ ar pennad-mañ