Darempred

Degemer > Bapteme-du-bateau-de-thomas-andre-a-brest
bateau-frankiz-bapteme-badeziant-brest-2_IMG-20230824-WA0021

Lid bag Tomaz André gant Diwan

D'ar Sul 27 a viz Eost e Brest

24/08/2023

Un dervezh bras a vo disul ! Badezet ‘vo Frankiz, va bag 6.50 a redan ganti daou voaz zo hag a gemerin perzh ganti er Mini Transat a-benn nebeutoc’h eget ur miz, d’ar 24 a viz Gwengolo.

 

Disul, 27 a viz Eost, da 3 eur, e vo ar vadeziant, e porzh ar Vilin Wenn, e Brest, da geñver « gouel ar mor hag ar bageal ».

Fromet on ha fier eus ar pezh a sikourit ac’hanon da ober. Livioù nevez flamm zo gant Frankiz, va bagig 6,50 metr : livioù Diwan ha re va sponsorien Aked ha Rubans de Bretagne.

Ar skolioù Diwan zo er redadeg ganen a-drugarez d’an arc’hantañ a-stroll war Kengo, ur 120 den o deus roet 12380 € en holl, hag a-drugarez d’ar mesenerezh. Kennerzhet on. Fier on o tougen livioù Diwan ha va sponsorien evit va redadeg kentañ a-dreuz ar mor Atlantel. Ar brezhoneg en deus lakaet ac’hanon d’en em gaout gant tud chik, ha laouen on o vezañ chomet feal dezhi abaoe skolaj Gwiseni. C’hoant em eus e sikouro va Mini-Transat da reiñ da anaout gwelloc’h ar skolioù Diwan hag ar brezhoneg, c’hoant ‘meus e sikourfe anezho da greskiñ, kement ha ma c’hell. War ar memes tro e c’hellin ivez brudañ ar bageal e Diwan.

Gant Diwan e trugarekaomp ar vesened Askorn.bzh, ar C’habined Xavier Moal & kevelerien, Coreff, André Bénéat keveler er c’habined E&C Expertise Comptable, pik.bzh ha Kerne Elagage.

A-drugarez eoc’h holl e vin war linenn loc’h ar Mini Transat. Gellet ‘meus akipañ, prientiñ, gwellaat, suraat Frankiz evit esperout redek e penn er redadeg-mañ. A-drugarez deoc’h e c’hellin lojañ er perzhier ha gem eus gellet paeañ va enskrivadur er redadeg ha distro va bag da Vreizh…

Trugarekaat a ran ivez ar skipailh en-dro din, a-youl vat penn-da-benn : va zad hag en deus prestet Frankiz din abaoe daou vloaz, hag en deus redet div redadeg ganen, hag en deus sikouret kalz ac’hanon da brientiñ ar vag, va mamm dener hag a vez atav o tegemer ac’hanon er perzhier goude va redadegoù, Yann, Gregor ha Nolwenn eus Diwan, André… Kement den en deus ambrouget ac’hanon. Laouen on gant ar pezh zo bet sevenet a-fed arc’hant, teknik ha denel. En em santout a ran prest a gorf hag a spered evit an difi brasañ : ar Mini Transat 2023 !

 

Ur paeron hag ur vaeronez dibar : Charles Euverte ha Marie Riou

Charles Euverte, paeron Frankiz zo « team manager », e karg eus an teknik, an arc’hant hag ar palioù sport, e DMG MORI Sailing Team : ur skipailh a zo war ar Mini Transat 2023 ivez gant div vag pimpatrom – pa redan me war ur vag savet a rummadoù –, hag a zo war ar Vendée Globe abaoe 2020 gant ar pal da greskiñ ar bageal war ar mor bras er Japon. Marde m eus goulennet digant Charles Euverte bezañ paeron va bag ez eo da gentañ penn abalamour m’en deus redet e anv Diwan dija. E miz Eost 1993 e oa, er « Solitaire du Figaro » hag a rede evel amatour gant e arc’hant dezhañ. D’an ampoent e oa Charles ijinour en urzhiataerezh e Pariz. N’en doa kavet sponsor ebet da sikour anezhañ. Goude bezañ lennet er c’hazetennoù petra oa ar skolioù Diwan hag o diaesterioù arc’hant en doa graet e soñj sikour anezho en ur ginnig e gouc’h evit netra da vrudañ anezho. Un eñvorenn gaer eo bet dezhañ bezañ en em gavet gant tud Diwan hag o mignoned e perzhier Galisia hag Iwerzhon. Gellet ‘meus komz un tamm gant Charles war bontonoù Douarnenez derc’hent ur redadeg e miz Even. Enoret on en dije asantet, diardoù, bezañ paeron va bag ha kennerzhañ ur wech all emgav ar bageal hag ar skolioù brezhonek.

Ken enoret all on gant ur vaeronez dispar ivez. Un amezegez eo. Marie Riou eo. Ganet eo e Landerne ha pell he deus bevet e Plougastell a-raok mont da chom da Graozon. A-raok stagañ gant ar bageal war ar mor bras, daou vloaz zo, e raen bageal lien skañv a live uhel. Marie Riou he deus graet bageal lien skañv ivez, un tamm mat muioc’h evidon-me : kampionez Europa hag ar bed war 420 e 1999, c’hwec’hvet e C’hoarioù olimpek Londrez e 2012, kampionez ar bed war Nacra 17 e 2013 hag e 2014 ha Moraerez ar bloavezh 2015. Pemp bloaz zo e red ivez war ar morioù bras : goude bezañ gounezet ar Volvo Ocean Race gant skipailh Charles Caudrelier e 2018 emañ bremañ e « The famous project », ur skipailh merc’hed a glasko gounid an Trophée Jules Verne e 2025. Marie he deus lavaret din pegen eürus e oa o heuliañ va Mini Transat, « ur redadeg dispar, ur skol dispar, war ur vag bihan-kenañ, skañv hag herr ganti ».

 

An traoù prometet deoc’h en eskemm d’ar C’hengo

N’em bo va lien adlivet nemet disadorn. Abalamour d’an dra-se n’em eus ket gellet tennañ poltriji brav eus va bag gant he livioù nevez ha kas ar c’hartennoù post sinet em eus prometet d’un daou-ugent ac’hanoc’h.

A-benn eizhtez e kasin Frankiz d’ar Sabr : azalek eno e loc’h ar Mini Transat d’ar 24 a viz Gwengolo. Gellout a reoc’h dont da welet ac’hanon eno etre an 12 hag an 20 a viz Gwengolo. Ur gêriadenn « La Boulangère Mini Transat » a vo eno azalek ar 14 a viz Gwengolo.

 

Kenavo ar blijadur d’en em gaout asambles disul !

 

Tomaz

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ