Bodadeg e Roazhon d'an 30 a viz Genver da 11e45
Unanet evit kelenn ar brezhoneg hag e brezhoneg
27/01/2023
D’an 21 a viz Mae 2021 e oa bet votet al lezenn evit gwareziñ ha kas war-raok glad ar yezhoù rannvro, anvet lezenn Molac.
D’ar 15 a viz Meurzh e oa bet sinet e Roazhon gant ar C’hentañ ministr bet ar c’hendivizad dibar evit treuzkas yezhoù Breizh 2022-2027 etre ar Stad ha Rannvro Breizh diwar-benn treuzkas yezhoù Breizh.
10 miz war-lerc’h eo splann ne fell na d’ar Stad, na da akademiezh Roazhon lakaat al lezenn Molac da dalvezout. Ne fell ket dezho kennebeut grataat ar budjedoù rekis hag a zo diouzh ar c’hendivizad-se.
Ne c’hellomp ket gouzañv seurt dismegañs pelloc’h ! Donedigezh Ministr an Deskadurezh-Stad, Pap N’Diaye, da Roazhon dilun (30/01) evit komz hepken diwar-benn ar stummañ d’ar mediaoù en TNB a zo kement hag ober goap ouzhimp ken ez eo !
Degas a reomp da soñj ez eus muioc’h-mui a draoù omp chalet ganto : an diouer a gelennerien vrezhoneg, an niver re izel a bostoù e kenstrivadeg an eil derez, an dale evit skoulmañ un ademglev dibar evit Diwan raktreset koulskoude er c’hendivizad hollek sinet d’ar 15 a viz Meurzh 2022, an niver re izel a eurioù kelenn brezhoneg e liseoù Diwan, chom hep lakaat e plas ar c’helenn brezhoneg d’an holl (mellad 7 al lezenn Molac)...
Bremañ eo degas respontoù deomp !
Setu perak e c’halvomp an holl re tomm o c’halon ouzh amzer-da-zont ar brezhoneg da zont d’en em vodañ d’al Lun 30 a viz Genver adalek 11e45 e skwar Kergus (dirak Frañs 3) ma vo aterset an aotroù Ministr.