Darempred

Degemer > Budjed-2024-ar-rouedad-diwan-mont-war-raok-daoust-dun-degouezh-start

Budjed 2024 ar rouedad Diwan : mont war-raok daoust d'un degouezh start

Kemenadenn bress

19/12/2023

D’ar 16 a viz Kerzu e oa en em vodet izili ar c’huzul merañ evit kendivizout ha votiñ ar budjed 2024. N’eo ket bet simpl da gavout ar c’hempouez abalamour da vonc’hwez ar bloavezhioù tremenet ha degouezhioù strizh e skolioù zo ar rouedad.

Ambrouget eo ar rouedad gant ar gevelerien bublik abaoe pell zo evit e gefridi treuzkas ar brezhoneg. Met tra m’emañ diwan gant ur gefridi a servij publik e verzomp n’ez a ket ar skoazell arc’hant war gresk evit klotañ d’an ezhommoù.

Neuze emañ kuzul rannvro Breizh ar strollegezh nemeti o kas e skoazell da 2,4% ouzhpenn e framm ar steuñv adpiaouañ ar brezhoneg.

Chom a raio stabil sikour an departamantoù evit ar c’hefridioù sevenadurel tra ma kresk ar c’houst evit kas anezho da benn.

Evit talvoudekaat micherioù ar c’helenn er skolioù Diwan e ranker da gentañ gwellaat an doareoù labour mui sachañ muioc’h a dud war-zu ar vicher met ivez anavezout ar strivoù a ra ar skolaerien/kelennerien : a-zevri-kaer emaint kenkoulz evit deskiñ ar skolidi ha derc’hel padus ha treuzkas ar brezhoneg.

A-hend-all emañ skolioù zo lakaet diaes hiviz dre ma ‘z eo berr an arc’hant ganto hag ezhomm zo eus ur skoazell a-ziforc’h, amzer dezho da gavout ur c’hempouez a-fed an arc’hant.

Degas a ra an holl elfennoù-mañ ur c’holl a gant miliadoù a eurioù war kontoù 2023 ha ne seblant ket bezañ gwelloc’h an traoù e 2024.

A-bouez eo souten an emsaverien·ezed hag ar re dost ouzh Diwan hag ar brezhoneg, dreist-holl en degouezh diaes a-vremañ, evit sikour ac’hanomp da vont dreist ar skoilhoù ha kinnig raktresoù nevez e 2024. Kement prof en un taol pe ingal a sikour ac’hanomp. Gantañ e c’heller kaout un digresk a 66% eus ar sammad war an tailhoù : ober ur prof da zDiwan.

Deomp-ni da vont war-raok e rankomp kaout souten splann hag adtalvoudekaet ar strollegezhioù lec’hel. Emaomp o vont ivez da c’houlenn sikour digant ar c’humuniezhioù-kumunioù, kumuniezhioù tolpadoù-kêrioù, kumuniezhioù-kerioù ha meurgêrioù Breizh rak o deus da reiñ o lod ivez evit treuzkas ha diorren ar brezhoneg, evit ambroug ac’hanomp war ar politikerezh sevenadurel, lusk an tiriadoù ha pouez ekonomikel a zegas ar rouedad hag e skolioù.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ