Darempred

Degemer > Burev-rouedad-diwan-dilennet-kenderchel-gant-al-labour
nouveau-bureau-diwan-2023_bureau_reseau_diwan_2023_bureau_reseau_diwan_2023

Burev rouedad Diwan dilennet : kenderc’hel gant al labour

Kemennadenn gelaouiñ

02/06/2023

Bodet oa izili kuzul merañ Diwan d’an 13 a viz Mae. Ar wech kentañ e oa goude bezañ bet dilennet evit 2 vloaz er c’hendalc’h.

D’an degouezh-mañ o doa izili ar burev kozh lakaet o anv ha dilennet int bet en-dro :

  • Yann Uguen, prezidant

  • Anne-Sophie Brats, bezprezidantez e karg eus ar c’hentañ derez

  • Yoann Huiban, bezprezidant e karg eus an eil derez

  • Yves-Marie Derbré-Salaün, teñzorer ha sekretour

Kefridi ar burev, a-gevret gant holl izili ar c’huzul merañ, a vo lakaat e pleustr e-kerzh an 2 vloaz a zeu ar sturfolenn votet er c’hendalc’h.

Niverus eo ar palioù : diorren ar skolioù, harpañ tud a-youl vat ar skolioù, kemer e kont hevoud ar skolidi hag ar c’hopridi, kreñvaat ha modernaat ar c’hehentiñ, stourm ouzh breskter gopridi ar skolioù, adpiaouañ ar yezh gant ar gerent, bezañs hag implij ar brezhoneg e takad publik Breizh…

Priorelezh ar mare eo peurechuiñ ar c’henemglev Stad-Diwan-Rannvro a vo kavet ennañ dreist-holl an doareoù da zigeriñ lec’hioù-skol nevez, an debarzhadur hollek a eurvezhioù evit an eurvezhioù brezhoneg hag an arnodennoù e brezhoneg evit diplom ar breved, skoazellañ ar skolioù da gaout ar skodenn skol ret ha kas da benn un nebeud teulioù a-fet savadurioù er c’hentañ hag en eil derez.

Reiñ a ra ar rouedad e lod ivez e-barzh kenstrolloù broadel evit ma vo anavezet gwelloc’h ar yezhoù anvet rannvro diouto gant ar pal adreizhañ ar vonreizh a seblant ret-holl pa weler keleier ar mizioù tremenet.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ