11/04/2025
D’ar Sadorn 26 ha d'ar Sul 27 a viz Ebrel e vo kendalc’h Diwan e Ti ar Brug e Kemper. Ur prantad a-bouez eo evit sevel ur bilañs ha kejañ kenetrezomp war buhez kevredigezh ar rouedad Diwan.
- Liamm enskrivañ
- Boued war al lec'h (respont a-raok an 23/04)
- Diwallerezh war al lec'h (digoust)
- Chomlec'h Ti ar Brug : 44 straed Paul Borossi 29000 Kemper
- Parking : Carrefour Contact Kermoysan pe Skolaj Diwan Jakez Riou (5 mn war droad)
Roll labour
Sadorn 26 a viz Ebrel
10e : Degemer
10e15 : Emvod meur ordinal :
- Danevell hollek, danevell arc’hant, danevell obererezh (levrig da bellgargañ amañ)
- Adneveziñ respet komiserezh ar c’hontoù gant Ouest conseils audit
- Vot an emvod meur
14e : Emvod meur dreistordinal : kemm ar statudoù, ar reolennaoueg diabarzh hag ar gevrat rouedad
16e : Poent eskemm gant an dilennidi·adezed
17e30 : Merañ ha treuzfurmiñ lec’hioù diavaez : kinnig ur raktres arnod sevel lec’hioù diavaez liammet gant ar soubidigezh e euskareg gant Egoitz Urrutikoetxea, rener pedagogiezh Seaska, rouedad kevredigezhel kelenn dre soubidigezh e euskareg.
Nozvezh : Pred krampouezh fardet gant kuzul skoazell ar skolaj
Sul 27 a viz Ebrel
10e - 12e30 : Stalioù tematek :
- Ar savadurioù e Diwan, ul lodenn eus ar rouedad az a war-raok hardizh : Kinniget e vo gant ar stal-mañ ur c’hinnig hag un emgav gant kevredigezhioù merañ Kroashent Kerne/Ti an Aod/Ti Kerhor, ar bodad savadurioù, ar gevredigezh nevez An Doenn. Tro hor bo da zistreiñ war traoù sevenet dija ha da eskemm war boazioù hag ostilhoù an holl.
- 50 vloaz Diwan, un hanter kanved a soubidigezh : Emañ 50 vloaz ar rouedad Diwan, poent eo lidañ seder an hanter kantved a emouestl evit ar soubidigezh. Gant ar stal-mañ e vo graet ar poent war oberoù boulc’het dija ha re da lañsañ.
- Mesenerezh, peseurt strategiezh da ober ganti ? : Gant ar stal-mañ e vo gwelet ar strategiezh vesenerezh da gaout evit Diwan, termeniñ an danvez kevelerien. Lakaet e vo ar gaoz war ar genurzhierezh etre ar rouedad Diwan hag ar skolioù evit gwellekaat ar c’henlabour. Ostilhoù a-ziforc’h evit gwellaat mererezh ar c’hevelerezhioù hag ar c’hehentiñ a vo kinniget. Studiet e vo ivez statudoù an AEP/KS ret evit sklaeraat kement forc’hellegezh war an digoll diouzh an tailhoù.
2e : Studiañ ha votiñ ar mennad
3e30 : Dilenn izili ar c’huzul merañ