Kevratañ skol Sant-Ervlan : Ar rektordi er maez al lezenn !
Galv da vanifestiñ evit Diwan Sant Ervlan
02/06/2021
Nac’hañ a ra rektor Marois Akademiezh Naoned kevratañ skol Sant-Ervlan daoust bezañ ganti an dezverkoù lezennel pa ‘z eo bet digoret 5 bloaz zo. Tra ma c’helle bezañ kevratet ar skol abred goude 2 vloaz e lavar ar Rektor n’en deus ket ar Minister roet ar peadra ret evit se. Penaos kompren an dra-mañ gant ar pezh ar c’hoarvez bremañ ?
Goulenn a reomp digant Minister an Deskadurezh Stad sklaeraat an traoù !
Klask a ra prezidant ar Republik hag ar gouarnamant sioulaat Diwan hag an holl rouedadoù dre soubidigezh. Goude ar promesaoù e c’hortozomp divizoù fetis !
Kevratañ skol Sant-Ervlan a vefe un arouez vat evit sioulaat an traoù !
War lerc’h manifestadeg kaer Disadorn e Gwengamp e c’halvomp hor bugale, hon tud ar vugale, hon tud a youl vat, hor skolaer·ien·ezed, hon implijidi nann gelennerien hag hon tud tost o c’halon ouzh Diwan d’en em vodañ dirak prefeti Naoned d’ar Sadorn 5 a viz Even da 10 eur evit goulenn ma vo doujet da gwirioù hor skolioù ha goulenn-groñs kevratañ raktal skol Sant-Ervlan !
Un digarez e vo ar vodadeg-mañ da ziskouez e soutenomp skolioù Diwan an departamant (raktres skol Kernitron al Lann, kudennoù savadurioù e skolioù Savenneg ha Naoned Su…), ar soubidigezh ha dre vras diorren ar brezhoneg e Liger-Atlantel.
Evit pezh a sell ouzh ar raktres Diwan e Kernitron-al-Lann ez eus dioutañ abaoe 2019 met n’eus ket bet gellet kas anezhañ da benn dre ma vank ul lec’h evit en em staliañ. Evit gellout digeriñ ar skol a-benn miz Gwengolo 2021 eo poent bras kavout un diskoulm en trowardroioù evit gellout degemer ar vugale hag ar skipailh pedagogiezh en aozioù labour vat ! Fellout a ra deomp e asantfe an dilennidi hag ar strollegezhioù lec’hel labourat evit-se buan. Al lusk kreñv a gaver tro-dro da raktres Kernitron al Lann a zegaso evit an takad a-bezh ur c’hinnig skoliata e brezhoneg nevez da familhoù kalz kumunioù an trowardroioù.
Evit echuiñ e savomp a-du gant ar galv da vanifestiñ lañset gant Breizh Unvan d’ar Sadorn 5 a viz Even da 2 eur e Redon rak merzout a reomp ingal ez eo ur skoilh ar fed da Vreizh bezañ rannet evit diorren ar brezhoneg daoust da youl annezidi Liger-Altantel.
Betek an trec'h !