Deiziadur Diwan 2023
Gwerzh d'an dud
11/10/2022
Evit brasañ plijadur an holl eo bet savet gant skol Kastellin deiziadur Diwan 2023 hag e c’hellit koumanantiñ diouzhtu hag e-leizh !
En deiziadur-mañ e kavit :
-
Un tem ispisial : Ar yezhoù bihanniver, marjinalizet, aet diwar-wel pe o vont da goll er bed.
-
Ur stumm nevez : Savet eo an deiziadur evel bannoù-treset. Ar from plijus, aes da lenn ha dudius a ro c'hoant da zizoloiñ ha da lenn asambles.
-
Ur steuñvenn orin : Beajiñ a ra Gwennig tro-dro d’ar bed, mont a ra e darempred gant ar re all, gant sevenadurioù disheñvel. Ganti emañ ul lapous ispisial : Burzhud a zo gouest da dreiñ pep yezh zo e brezhoneg, mod-se e c’hell kompren Gwennig ha bezañ komprenet.
Dizoloit hor deiziadur en ur c'hlikañ war al liamm-se :
An holl skolioù a c’hell gwerzhañ deoc’h skouerennoù, kit e darempred gant ar skol dostañ evit prenañ anezho : 10€ an deiziadur.
Un dra nevez ar bloaz-mañ ! Gellout a reoc’h prenañ an deiziadur Diwan enlinenn war lec’hienn Mignoned ar Brezhoneg. 10€ an deiziadur mui mizoù-kas.