Distro skol miz Du : en em azasaat a ra Diwan ouzh ar protokol nevez
30/10/2020
Deizad nevesadur diwezhañ : 11 a viz C'hwevrer 2021 da 10 eur.
D’al Lun 2 a viz Du e vo an distro-skol er skolioù, skolajoù ha liseoù Diwan.
D’an 2 a viz Du 2020 e tigoro ar skolioù, skolajoù ha liseoù Diwan, d'an eurioù boaz. Kenderc’hel a ra ar skipailhoù pedagogel hag ar servijoù Diwan da labourat evit aozañ ar gwellañ degemer evit ar vugale hag an dud gour.
Embannet ez eus bet gant Ministerezh an Deskadurezh Stad ur protokol yec’hedel nevez kreñvaet a vo lakaet e pleustr en holl skolioù, skolajoù, liseoù. Setu amañ dindan ar pennaennoù a ranko bezañ heuliet gant hor skipailhoù ha familhoù :
- Doujañ d’ar jestroù a-enep ar c’hovid
- Chom pell an eil re diouzh ar re all
- Gwiskañ ur maskl evit an dud gour hag ar skolidi adalek ar CP : pourvezet e vo ar maskloù gant ar gerent daoust ma c’hello ar skol reiñ ivez ma vez ezhomm.
- Gwalc’hiñ an daouarn
- Naetaat hag aveliñ ar salioù
- Chom hep en em vodañ betek re
En eil derez e tigor ar skolajoù hag al liseoù d’al Lun 2 viz Du d'an eurioù boaz. Bez e vo eus an treuzdougen ha digor e vo ar c'houskvaoù gant ur protokol kreñvaet war an doareoù da zegemer.
E Kelenn, ar studierien·ezed Master 1 ha 2 a heul ar c’hentelioù enlinenn. Ar sekretourva hag al levraoueg a chom digor, ret eo kemer un emgav evit dont.
Prest eo ar skipailhoù Diwan da respont d’ar goulennoù a vefe gant ar gerent, izili an AEPoù hag ar c’huzulioù skoazell.
Kalon vat ha distro skol mat d’an holl gelennerien·erezed, implijidi·adez, kerent ha d’hor skolidi daoust d’ar stad m’emañ an traoù. Chomomp en em stardet hag unvan er mareoù kriz-mañ.
> Evit ho tibennoù-sizhun kenfinet, kavit amañ danvezioù niverel e brezhoneg
Keleier fetis ha teulioù ofisiel
Kavout a reoc’h amañ dindan an teulioù hag al levrigoù savet gant ar ministerezhioù ha gant Diwan. Kit e darempred ganeomp evit gouzout hiroc’h :
Dielloù
- 2020-10-30 Testeni mont da labourat evit implijidi ar skolioù, skolajoù ha liseoù
- 2020-10-30 Keñveriadenn etre protokol miz Gwengolo ha hini miz Du
- 2020-10-30 Testeni kas e vugale d’ar skol
- 2020-10-30 Protokol yec'hedel nevez Minister an Deskadurezh Stad
- Skritell divyezhek - Gwalc'hit ho taouarn amañ
- Skritell divyezhek - Ret eo gwiskañ ur maskl adalek 6 vloaz
- 2021-02-08 Foar ar goulennoù - Ministerezh an Deskadurezh Stad