Dorioù digor Diwan d'an 10 hag 11 a viz Meurzh !
Koulzad 2023
20/02/2023
Ar bloaz-mañ, dorioù digor Diwan a zo aozet d'an 10 ha d'an 11 a viz Meurzh. Posubl eo ivez gweladenniñ skolioù zo gant videoioù en ur glikañ amañ. Ur webinar war ar soubidigezh e brezhoneg a vo ivez aozet d'an 28 a viz C'hwevrer da 8 eur noz, muioc'h a ditouroù e traoñ ar pennad.
E Diwan en em zispak hor skolidi eus ar skol-vamm d’ar c’hlas termen e brezhoneg penn-da-benn. Kevratet gant an Deskadurezh Stad emañ hor c’hlasoù ha stummet eo hor skipailhoù evit kinnig ur c’helenn dre soubidigezh. En hor rouedad e vez skoliatet ouzhpenn 4 000 skoliad e 47 skol, 6 skolaj ha 2 lise.
Ouzhpenn da se, Diwan ez eo 45 vloaz a skiant-prenet hag ur c’helenn a gemer e kont sevenadur Breizh a-vremañ. Se zo kaoz eo hor skolioù pouezus-kenañ evit treuzkas ar brezhoneg d’ar rummadoù nevez.
Tad pe vamm oc’h ha ne gomzit ket brezhoneg ? Evel 80% eus ar familhoù o deus bugale skoliatet e Diwan oc’h eta ! Gant hor c’helenn e c’hell ar skolidi bezañ gwir gomzerien, kenkoulz e brezhoneg hag e galleg. Evit gwir, a-galite eo hon hentenn bedagogiezh, ‘pezh a zo diskouezet gant hon disoc’hoù : 96,73% eus al liseidi o deus tapet ar vachelouriezh ha 100% eus ar skolajidi o deus tapet ar breved e miz Even 2022.
Ac’hanta, plijet gant se ? Karout a rafec’h gouzout hiroc’h war ar c’helenn dre soubidigezh ? C’hoant ho peus e teskfe ho pugel brezhoneg evit bezañ divyezhek ? Digor bras eo hon dorioù !
Gwellañ doare da ober anaoudegezh gant Diwan eo dont da welout petra vez graet er c’hlasoù, deuit neuze da gejañ ganeomp ! War al lec’h e vo ar skolaerien evit respont d’ho koulennoù war ar bedagogiezh ha war mont en-dro ar skoliata e Diwan.
Evit kavout ar skol dostañ eus ar gêr, dre amañ eo ! Hag evit kompren pep tra war ar soubidigezh yezh, dre aze eo ! Hag evit anavezout mont en-dro kevredigezhel ar skolioù klikit amañ !
Er pennad-mañ, kavit an holl deiziadoù ha lec'hioù dorioù digor Diwan