Darempred

Degemer > Ensavaduriou-diouer-a-vrezhoneg-da-vare-ar-chlenved-red
rapport-kevre-breizh-covid_kevre_breizh_covid_v2

Ensavadurioù foran : diouer a vrezhoneg da vare ar c'hleñved red

Un danevell gant Kevre Breizh - Elen da Guzul Europa

02/06/2020

Lire cet article en français

Kevre Breizh, skourr Breizh Elen (European Language Equality Network), en deus savet un danevell evit Kuzul Europa war ar gwall ziforc’h stadet evit ar brezhoneg e-pad mare ar c’hleñved-red Kovid-19.

Stadet e vez en danevell an diouer a implij brezhoneg a-berzh an ensavadurioù foran en deskadurezh, er mediaoù hag an intrudu o vezañ bet eus tu ar c’hevredigezhioù (radioù, skolioù...).

Kentañ derez : ar brezhoneg e kevezerezh gant ar yezhoù estren

Mont a ra ivez Kevre Breizh en ur gemennadenn a-enep diviz an Deskadurezh stad e Penn-ar-Bed (20 a viz Ebrel 2020) da lakaat an tañva brezhoneg er skolioù publik ha prevez, arc’hantet gant an Departamant, kumunioù ha Rannvro, e kevezerezh gant ar yezhoù estren. Diwan a zo kengred gant ar familhoù, ar c’hevredigezhioù, ar strollegezhioù evit derc’hel ur sistem hag a ya mat en-dro evit skignañ ar brezhoneg ha sevenadur Breizh d’ar muiañ a skolidi dedennet.

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : koronaviruz    gwir   

Skignañ ar pennad-mañ