Darempred

skol_Arfaou

Skol Diwan ar Faou

E skol Diwan ar Faou ez eus bet dibabet gant ar skipailh pedagogel broudañ an eskemmoù etre ar c'hlasoù, ar c'henlabour etre an oadoù neuze.
Lidet eo bet 20 vloaz Diwan ar Faou e 2018 hag abaoe un toullad bloavezhioù e kresk ar skol. En em gavet eo ar skolidi da ouzhpenn 50. Ar skol a gemer perzh e raktresoù liesseurt, gant Park an Arvorig peurgetket. Un chañs eo bezañ tost ouzh ar Park hag un digarez a-zoare evit bezañ emskiant eus glad ar vro. Startijenn ha nerzh zo gant an AEP hag ar c'huzul skoazell amañ! Ur bern darvoudoù a bep seurt a vez aozet gant ar c'huzul skoazell, an hini anavezetañ a vez graet e Koad ar C'hrannoù nepell, devezh Sul Bask : «Bec'h d'ar vioù !», klasket e vez warlerc'h ar vioù chokolad hag ar vi aour evit gounit profoù a bep-seurt.

Skignañ ar pennad-mañ