Skignadenn "Monsieur Constant" e brezhoneg istitlet
27/02/2025
D'ar Merc'her 5 a viz Meurzh da 8e00 noz e vo skignet ar film "Monsieur Constant" e brezhoneg e sineville Park Lann.
Ar film zo bet sevenet gant Alan Simon hag advouezhiet e brezhoneg gant Dizale e 2024.
Kinniget eo bet gant Alan Simon, reiñ ul lodenn eus ar gounid da Ti ar Vro - Emglev Bro Gwened, da Skolaj-Lise Diwan ar Mor-Bihan ha da Skol Diwan Gwened evit souten anezho.
Deuit neuze an niverusañ posupl. Plijadur e-leizh a vo !
Evit gouzout hiroc'h : https://fb.me/e/4seTVuGRM