Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan gwiseni > Kengred gant skolaj Diwan Gwiseni evit un dazont seder
tempete-ciaran-guisseny-gwiseni_toit_et_charpente_guisseny

Kengred gant skolaj Diwan Gwiseni evit un dazont seder

Kemenadenn bress

17/11/2023

Skoet eo bet hor skolaj Diwan e Gwiseni (29) gant ar gorventenn Ciaran en noz etre ar Merc’her 1 hag ar Yaou 2 a viz Du 2023. Tennet eo bet kuit an tri c’hard eus an doenn hag ar framm koad gant an avel. Diwar se eo deuet a-benn ar glav d’en em silañ un tammig e pep lec’h en estaj ha goude betek ar rez douar.

Diouzhtu d’ar Sadorn hon eus divizet tennañ tout an dafar hag an arrebeuri eus ar skolaj, kuit  na vefe glebiet gant ar glav o tiskenn eus an doenn. Kement tra a oa er skolaj a zo bet lakaet en atalieroù en tu all d’an hent. Ra ma vo trugarekaet an holl re o deus kemeret perzh : ar skolajidi hag o zud, mignoned ar familhoù-se, kuzulierien ha servijoù ti-kêr Gwiseni, amezeien, annezidi Gwiseni ha liamm ebet gant ar skolaj, hag ivez tud ar skol Sainte Jeanne d’Arc.

Diouzhtu hon eus labouret start evit kavout un diskoulm gant ur pal resis : kenderc’hel gant ar c’helenn hep leuskel ar skolajidi en o-unan er gêr. N’hon eus ket c’hoant e vefe ur bloavezh kamm-digamm gant skolajidi o deus bet da c’houzañv ar c’hovid c’hoazh. Setu an teir fazenn a vo :

  •  Da gentañ e vo kinniget d’ar skolajidi labourat a bell met bodet en o skol Diwan kentañ derez a orin (trugarez d’ar skolioù Lesneven, Gwitalmeze, Plabennec ha Kastell-Paol). Ambrouget e vo ar skolajidi gant kelennerien ha kasourien ar skolaj.

  •  Da c’houde e vo staliet klasoù ar skolaj er stalieroù, prestet gant ti-kêr Gwiseni e-tal ar skolaj neuze. E mod-se e c’hello ar skolajidi, ar gerent hag ar skipailh tostaat eus ur mont en dro reizh (kantin, porzh, sal sport, linennoù bus, …).

  •  Hag evel just adkavout savadur ar skolaj diouzhtu pa vo posubl : lakaet un doenn, dizouret an ti, graet al labourioù, ...

Digoret eo bet ur bajenn arc'hantaouiñ enlinenn war Kengo.bzh evit sikour ar skolaj da baeañ al labourioù ha da brenañ dafar pedagogel.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ