Darempred

skol-diwan-pontekroaz_P1060892

Skol diwan Pontekroaz

Bro ar c'hab

Skol Diwan Pontekroaz zo e-touez ar skolioù Diwan, ha n'eus ket kalz anezho, zo bet boulc'het o raktres gant tud n'o doa ket bugale da gas d'ar skol. Ur strollad mignoned a gave dezho e oa ur spont pa ne oa skol ebet er C'hab gant klasoù divyezhek pe dre soubidigezh.  Pemp bloaz zo e oant kroget da vont da welet tiez-kêr ar C'hab, da aozañ emvodoù un tammig e pep lec'h evit kas o raktres da benn. Deut int a-benn hag un taol-kaer eo bet diouzhtu.

Degemeret int bet mat gant an ti-kêr e Pontekroaz. Skol ar C'hab a-bezh eo deut da vezañ skol Pontekroaz pa zeu ar vugale eus holl gumunioù ar C'hab. An trede bloavezh skol a grog e miz Gwengolo 2017 gant war-dro tregont bugel, goude daou vloaz nemetken ! 

 

Ur bern gouelioù hag abadennoù a bep seurt a vez aozet gant ar C'homite Skoazell a-hed ar bloaz, tost unan bep miz ! En o zouez ur saloñs gwinoù ha saourioù Breizh, dibenn-sizhun diwezhañ miz Here. Ul liamm etre produerien gwin Bro Naoned ha penn all Breizh.

Skignañ ar pennad-mañ