Darempred

skol-diwan-pempoull__RLP9248

Skol Diwan Pempoull

Ur skol vihan eo skol Diwan Pempoull, war vord ar mor e Bro Ouelo, ha startijenn zo ganti !

E karter Plounez, a oa gwechall ur gumun, emañ ar skol kempennet brav ha plijus evit ar vugale. An eskemmoù gant skolioù all eo ar perzh dibar e skol Diwan Pempoull. Eskemmoù gant skolioù Diwan all, ha gant skolioù Calandreta eus Okitania ha Seaska eus Euskadi, ha n'int ket nemet eskemmoù dre lizher. Warlene e oa deut bugale Calandreta Gaillac en Okitania da welet skolidi Pempoull e-pad ur sizhunvezh. Bugale ar c'helc'hiad 2 a yelo betek Gaillac e-pad ur sizhunvezh er bloavezh skol-mañ.

Ijin zo ivez gant ar c'huzul skoazell abaoe an deroù. Marc'had kentañ an Nedeleg bet aozet a-viskoazh e Breizh a oa bet aozet ganto, pemp bloaz warn-ugent zo ! Ne vez ket lakaet a-walc'h war wel na pet gouel, abadenn, baleadenn zo bet ijinet gant Kuzulioù skoazell Diwan e Breizh evit kavout arc'hant evit mont en-dro ar skolioù. Betek gwelet kalzik kevredigezhioù o kemer skouer war kuzulioù skoazell Diwan evit dastum arc'hant ! Ur marc'had a vez aozet bep bloaz evit an eskemm pezhioù dilhad : "les puces des couturières". Warlene e oa deut ar ganerez Gwennyn da ziskouez he dilhad bet gwriet gant ar broder Pascal Jaouen. Deut e oa ar ganerez meur a wech da welet bugale skol Diwan Pempoull.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Bak micherel BBTK

Aozet e vo gant Lise Diwan Karaez daou darvoud evit kinnig deoc'h ar Bak micherel BBTK (Buheziñ Bugale ha Tud Kozh)

Deiziadur 2026

Ar c'hoarioù-bodennoù hag ouiziegezh ar plant o deus bet ur roll e-pad pell evit treuzkas ar ouiziegezhioù a rumm da rumm.

Dorioù digor Skolaj-Lise Diwan Gwened

Dalc'het e vo Dorioù Digor Skolaj-Lise Diwan Gwened a-benn disadorn ! Daet da vizitiñ Skolaj-Lise da zonet ho pugale divyezhek !...

Ur c'henrenerezh e Diwan

Abaoe ar c'hentañ a viz du emañ Lou Millour ha Mark Boette e penn ar servijoù e Diwan. Emañ Mark en karg eus an arc'hant hag ar...

An holl bennadoù war an tem-mañ