Lise Diwan Karaez
E 1994 e oa bet digoret an eilvet klas kentañ Diwan er Releg-Kerhuon. E 1997 e teuas al lise da Garaez lec’h m’emañ c’hoazh.
Betek 2019, al lise Diwan nemetañ a oa hini Karaez, ul lise all en deus digoret e Gwened bremañ.
Digor eo al lise Diwan war an diavaez muioc’h eget darn vrasañ al liseoù all, digor e chom ar prenestroù war ar bed. Bep bloaz ez eus liseidi o vont d’an estrenvro, da Euskadi pe da Alamagn. Ur gwir rann european zo el lise. Labouret e vez e saozneg war skiantoù an natur. Kluboù zo el lise diwar intrudu al liseidi o-unan. Neuze e cheñch a vloaz da vloaz hervez al liseidi. Kalz liseidi a ra traoù er-maez al lise ivez, dreist-holl war-dro ar sonerezh. E-leizh a sonerien zo amañ ! Betek pevar-ugent lisead a rae kentelioù muzik en diavaez e 2017. Sportourien zo ivez.
Un dra dibar evit liseidi Diwan Karaez eo o darempredoù aes gant ar re gozh. Setu pezh a lavar ar gelennerien er-maez Diwan atav. Al liseidi neuze n’int ket troc’het diouzh yezh ha sevenadur o bro evel e liseoù all, na diouzh ar broioù all, na diouzh ar remziadoù all.
Al liammoù etre al liseidi bet e Karaez a bad pell goude o bloavezhioù lise.
Ha n’eo ket dav komz eus disoc’hoù mat liseidi Diwan en arnodennoù. Anavezet eo bremañ !
Bloavezh skol | 2009-2010 | 2010-2011 | 2011-2012 | 2012-2013 | 2013-2014 | 2014-2015 | 2015-2016 | 2016-2017 | 2017-2018 | 2018-2019 | 2019-2020 | 2020-2021 | 2021-2022 | 2022-2023 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Enskrivet | 73 | 76 | 82 | 89 | 83 | 101 | 112 | 113 | 139 | 105 | 106 | |||
Degemeret | 71 | 72 | 81 | 87 | 78 | 98 | 107 | 110 | 133 | 103 | 106 | |||
Feur pengenniñ | 97,3% | 94,7% | 98,78% | 97,75% | 93,98% | 97% | 95,54% | 97,3% | 95,68% | 95,15% | 100% |