Diwan & Div Yezh Breizh a respont asambles d'al lezenn Blanquer
Kemennadenn kelaouiñ
14/06/2019
" O paouez bezañ degemeret eo bet al lezenn Blanquer "evit ur skol a fiziañs" gant ar Parlamant , d'an 13 a viz Even. E-barzh ez eus ur mellad a zlefe aesaat paeamant ar forfed skol evit ar c'helenn divyezhek a-bezh, o ledanaat ar pezh a dalv evit ar skolioù publik d'ar skolioù divyezhek e yezh rannvro, dindan gevrat.
" Chom a reomp war evezh evit ma vefe paeet da vat ar forfed skol evit skolidi an hentadoù divyezhek e brezhoneg.
" Keloù mat eo dre ma talvezo e Breizh istorel ar pemp departamant evel just, met ivez e bro C'hall a-bezh evit an holl yezhoù rannvro bev all. Emouestl hag unvaniezh dilennidi Breizh, peurgetket prezidant kuzul rannvro Breizh ha kannaded Breizh a zo bet prizius ha ret evit tizhout ar bazenn-mañ.
" Dipitus eo koulskoude n'he deus ket respontet al lezenn c'hoazh d'ar pezh emañ o c'hortoz aktourien ar c'helenn divyezhek, da lavaret eo lakaat e pleustr ur "pevare degouezh didalc'hus" a aesafe hag a soutenfe ar c'helenn divyezhek e yezh rannvro evit an holl skolidi.
" N'eus nemet ar pevare degouezh didalc'hus-mañ a vo an diskoulm evit diorren ar c'helenn divyezhek ha treuzkas ar brezhoneg. Kontañ a reomp bepred war emouestl hag unvaniezh dilennidi Breizh. "
Stéphanie Stoll, prezidantez rouedad Diwan ha Rémi Toulhoat, prezidant Div Yezh Breizh