Darempred

Degemer > Etablissements > Skol Diwan Gwened

Skol Diwan Gwened

30 vloaz eo hor skol e 2023-2024 !

65 skoliad a oa er skol e miz Gwengolo 2023.

Adalek an oad a zaou vloaz e vez degemeret ar vugale er skol-vamm. Kevredigezhel, lik, digoust ha digor d’an holl eo, peadra da aesaat ar c’hemmesk sokial, gwir binvidigezh evit ar vugale.

 

Aketus hag hegarat e pled hor skipailh pedagogel gant ar skolidi. 5 skolaer·ez, 3 ASEM hag un implijad-ez e karg eus ar c’hantin hag an diwallerezh a ra anezhañ. Ar 68 skoliad enskrivet e 2022-2023 zo dasparzhet diouzh o oad e pevar c’hlas lieslive :

  • ar re vihan tout, ar re vihan hag ar re grenn gant Sofi

  • ar re vras hag ar re CP gant Marivon (ar renerez) ha Claude

  • ar re CE1/CE2 gant Magali

  • ar re CM1/CM2 gant Gaëtan

Frouezhus eo al lieslive : broudet eo ar skolidi da vezañ ragoberiant hag emren. Gant se eo aesaet degemer ar re vihan tout er skol-vamm kar frealzet int o welet ar re all hag e c’hellont kemer skouer warne. Er c’hentañ derez e tesker da labourat en un doare emren, diouzh lusk pep hini. Talvoudekaet eo ar re vras hag heñchet ar re yaouankañ. Pep hini a gav e lod ha kreñvoc’h al liammoù a vignoniezh etre al liveoù.

Digor eo ar skol d’an holl, brezhonegerien pe get. Ken efedus eo ar soubidigezh ma c’hall ar skolidi tizhout ul live yezh par d’o live e galleg. Mestroniet e vez en div yezh ar pezh ar c’hortozer e-kreiz ar c’helc’hiad 3 (CM2). Ar saozneg a vez studiet a-hed ar c’hursus ivez.

Dizoleiñ ar skol gant ur video

Skignañ ar pennad-mañ