Skol Diwan Gwengamp
1 plasenn / place Sant-Sauveur
Gwengamp / Guingamp 22200
02 96 44 37 54
skol.gwengamp[at]diwan.bzh
http://www.skoldiwangwengamp.com
Skol Diwan Gwengamp
Ar c'hlasad kentañ a oa bet digoret ken abred ha 1980.
Un dra dibar er skol eo an darempredoù a vez gant Flandreziz, diskennidi repuadezed bet er vro da vare ar brezel kentañ. Chomet e oant pell a-walc'h evit deskiñ brezhoneg ha chomet tomm o c'halon ouzh sevenadur Breizh warlerc'h. Stefaan Oplinus zo brezhoneger ha gwaz un diskennadez anezho, Anna Oplinus, hag e teu ingal da welet bugale ar skol. Ur blakenn goun a oa bet lakaet e 2014 hag an dra-se evit treuzkas mennozhioù peoc'h ! Profourien int ivez evit skol Diwan Gwengamp.
Bugale ar skol a zeu eus ur bern kumunioù, tost da ugent. Ha ne vez ket roet ar skodenn skol gant ar c'humunioù all estreget kumun Gwengamp. Ar skol Diwan zo staliet mat e kreiz-kêr en ur skol gozh graet gant mein ha dalc'het mat gant an ti-kêr.
Kalzik sport a vez graet gant ar vugale amañ : neuial, kaiak, embregerezh-korf. Ar maezioù n'int ket pell ivez, ar porzh-houarn kennebeut, ha gant ar vugale e vez kemeret an tren a-wezhioù. Da vare Gouel Digor aozet gant Kreizenn Sevenadurel Gwengamp e miz Du, e vez kalzik abadennoù evit ar vugale.
Pal ar c'huzul skoazell eo arc'hantaouiñ mont en-dro ar skol. Keveler an AEP eo ha digor eo d'an holl volontezioù mat: tud ar vugale pe tud diavaez.
Aozañ a ra abadennoù, festoù-noz, gouelioù, gwerzhioù, standoù hag obererezhioù all a bep seurt evel ar c'hermes ha gwerzh deiziadurioù Diwan. Luskañ a ra ar c'huzul skoazell buhez kevredigezhel ha sevenadurel Gwengamp hag ar vro.