Skol Diwan Karaez
Bali / Avenue General De Gaulle
Karaez / Carhaix-Plouguer 29270
02 98 93 33 66
skoldiwankaraezbzh@gmail.com
https://diwankaraez.bzh/
Skol Diwan Karaez
Chañs he deus Skol Diwan Karaez. Amañ e vez gwelet ar skol Diwan evel ur skol bublik evel ar re all ! N'eus ti-kêr all ebet e Breizh moarvat a ra ken brav d'ur skol Diwan. Paeet e vez ar skoazellerezed-mamm gant an ti-kêr. Gante e vez graet war-dro ar vugale evit ar c'hantin hag an diwallerezh ivez. Da greisteiz e teu div vaouez ouzhpenn eus an ti-kêr evit ober war-dro ar vugale. Evit an distro skol 2018 e vo ar skol en ur savadur nevez. Kentelioù sport a vez kinniget ivez gant an ti-kêr evel er skolioù publik all. Se ne vir ket ouzh ar c'huzul skoazell hag ar GDP da aozañ abadennoù a bep seurt a-hed ar bloaz, pa ne vefe nemet evit kengred rouedad Diwan. Startijenn zo ganto ha labourat a reont en darempred gant ar gelennerien. Ur foar al laou brudet er vro a vez bep bloaz, ur marc'had evit an Nedeleg er c'hoc'hu, hag ur marc'had bio. An dud a youl vat ne reont ket diouer evit mont d'an Erer Kozh ivez.
E skol Diwan Karaez e vez kalonekaet ar vugale da vont e brezhoneg e porzh ar skol hag en diwallerezh kement hag er c'hlas. Dafar hag a vroud labour emren ar skolidi a vez implijet er skol-vamm hag er CP. Elfennoù pedagogiezhioù nevez a vez implijet evit lakaat ar vugale da vezañ oberourien. E Tremargad e ya ar vugale ivez d'ober kanoe, marc'hegañ ha bezañ en natur.