Darempred

Degemer > Evit-ma-vevo-hor-yezhou-respont-an-danvez-prezidant-macron
elections_presidentielles_PQVNL_logo

Evit Ma Vevo Hor Yezhoù : respont an danvez prezidant Macron

Kemennadenn ar strollad Evit Ma Vevo Hor Yezhoù

21/04/2022

Resevet eo bet respont an danvez prezidant Macron gant Evit Ma Vevo Hor Yezhoù. Ezel eo Diwan eus ar strollad-mañ en doa embannet ur goulennaoueg diwar-benn yezhoù Bro-C'hall.

Lire l'article en français

Kaset e oa bet gant strollad EMVHY ur goulennaoueg diwar-benn yezhoù bro c'hall da lod eus an dud war ar renk a-raok tro kentañ an dilennadegoù prezidant. Meur a respont a oa bet resevet gant ar strollad. Un adgalv e oa bet kaset d'an danvez prezidant Emmanuel Macron da geñver an eil tro. Respontet eo bet d'ar strollad gant ul lizher d'an 19 a viz Ebrel.

Degemer a ra ar strollad ar respont-mañ, az a dre an tu mat daoust ma ranker stadañ ar stumm prezegenn hollek a zo anezhi ha ne vez ket respontet enni rik d'ar goulennoù savet.

Kavout a ra da EMVHY ez eo pozitivel an temoù ma vez graet anv anezho, da skouer evit ar pezh a denn da hollekaat deskadurezh ar yezhoù rannvroel e-barzh amzer boutin ar skoliata. Bez e ranko EMVHY chom war evezh gant ar mod ma vo lakaet e pleustr an traoù ma en em gavfe an danvez prezidant, a drugarez da zisoc'hoù an dilennadeg, en un degouezh ma c'hellfe derc'hel d'e bromesaoù.

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : Pour que vivent nos langues    présidentielle   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Forom an Henchañ 2025

Bep bloaz 'vez aozet gant Eil Derez Diwan Forom an henchañ (Kroazhent ar micherioù a-raok) evit tredeidi skolajoù Diwan.

Diwan News miz Kerzu 2024

Demat deoc'h holl, Gwisket eo brav ho niverenn Diwan News gant livioù Nedeleg ha Breizh ar miz-mañ ! Deuit da adkavout ar raktresoù...

An holl bennadoù war an tem-mañ